Dispennet e oe e gorf gant ivinou houarn, ha tôlet dornadou holen en e c’houliou da greski al leskadurez. Hag ar merzer ne re van. E zaoulagad laouennik holl a oa troet warzu an nenv.
— Ne bleg ket c’hoaz, eme Dasian, êt er-mêz anezan e-unan ; ober a raio, abred pe zivezat ! Tôlet anezan er prizon enkan, lousan ha dônan zo ! Goloet al leurzi gant podou torret ha gwer bruzunet !
Grêt e oe herve e lavar. Hag ar merzer ne rê van.
Mes epad an noz, êle an nenv a ziskennas da gaout o breur war an douar : « Bez laouen, emeze, an hini an eus da gennerzet er stourmad a zo o vlansonan da gurunen. »
Bourrevien, chomet drek an nor, a welas eur sklerijen dudius o lintran endro d’ezan en dônder e brizon, hag a deuas d’en em deuler en harz e dreid da c’houlenn o fardon. Anzav a rejont, a vouez uhel, ne oa Doue ebet nemet hini ar gristenien. Pa glevas Dasian an neventi-ze, e oe dare d’ezan bezan mouget gant ar gasoni a yeas ennan :
— Klaskomp eun hent-all, emezan, ha gwelomp ha dre zousder e plegfomp ar penn-fall-ze !
Lakat a reas ar merzer war eur gwele eus ar re wakan, gant medesined war e dro da louzaoui e c’houliou ; mes kerkent ha ma oe grêt d’ezan gourvez warnezan, e ene glan a nijas da lein an nenv.
Dasian, trec’het ha mezek, a reas teuler korf ar merzer er-mêz eus kêr, d’al loened goue da zibri ; mes eur vran a deuas d’e zifenn, hag aneval ebet n’hallas e zispenn.
Pa glevas Dasian ar burzud-all-ze, e kollas e benn hag e reas stlepel ar c’horf don-don er mor bras.
Mes Doue hag a dôl evez war holl eskern an dud, a reas d’ar c’horf binniget dont war an ôd, hag ar gristenien hen sebelias gant enor ha doujanz.
Sebezus eo gwelet nerz-kalon ha pasianted ar zent en kreiz poaniou o merzerenti. Penôs o deus gallet an dud-ze, dister da welet, darn aneze, darn-all en barr o yaouankiz, merc’hed kalz-all, bugale zoken, meur a hini, a oa trawalc’h d’eze lavaret eur ger hag e oant lôsket da vale, penôs o deus gallet an dud-ze chom hep lezel ar ger-ze da gouezan eus o genou ?
Penôs o deus gallet gouzanv ar poaniou skrijus o deus gouzanvet ?
Kristenien kantvejou kentan an Iliz a rene eur vue santel, a oa madelezus an eil en kenver egile, a gleve an oferen ken alïes ha bemde, pa c’hallent, hag a gommunie beb oferen a glevent. Kristenien kantvejou kentan an Iliz a oa gwir gristenien, hag eur c’hristen hag