Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/693

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Here
693
an den eurus charlez bleiz

noaz pe war ar c’hoad ; ouspen d’an deiou merket gant an Iliz, e yune daou zevez er zun ha derc’hent holl goueliou ar Werc’hez ; karet a rê lakat e gorf en pinijen, evel ma kar ar re-all lakat o re en o êz.

Kinnig a reas e zukach, hag en em rei a reas e-unan, korf hag ene, d’an hini a zo roue ar rouane hag ôtrou an ôtrone. Bemde e lavare e vrevier gant unan eus ar veleien a veze bepred ouz e heul ; pedi rê evit Breiz, evit ar zoudarded maro o tifenn e wiriou hag evit e enebourien ; bemde e kleve diou oferen, ha gwell oa gantan koll eur c’hastel pe eur gêr eget koll eun oferen, rak eur gêr, emezan, a c’honezer anezi adarre gant sikour Doue, elec’h eun oferen, eur wech lavaret, n’he c’haver ken ; bep noz ec’h ee da govez arôk mont da gousket, ha lavaret a rê ne dlee ket eur c’hristen mont en e wele en stad a bec’hed. Tostât a rê alïes, an daerou en e zaoulagad, ouz tôl ar Zakramant meulet ra vezo.

Troet oa d’ober vad d’an ilizou, da welet ar glanvourien, da wiskan ar beorien, da zifenn an intanvezed, da zevel an emzivaded, da zispartian ar gwir diouz ar gaou. Gant aon da vont eneb d’al lealded, e tastume endro d’ezan an dud ar gouiziekan war giziou ha lezennou ar vro. Karet a rê e bobl, ha poaniet oa o welet ar reuz a jache ar brezel warnezan, mes aliou e bried a vire outan da blegan d’e genderv.

Kalonek oa en emgann ; en de ma oe prizoniet gant ar Zôzon, er Roc’h, d’an 20 a vezeven 1347, daoust d’ar seitek gouli en devoa bet, e stourmas evel eul leon, epad div heur dioustu, harpet ouz eur voger goz, war dosen ar Mêzou ; ha pa gouezas hanter-varo, ne fellas ket d’ezan rei e gleze d’eur Zôz, mes d’eur Breizad eus kostezen Montfort.

Ar c’hollou a goueze warnezan n’hen lakent ket d’en em glemm eus an Otrou Doue. Lavaret a rê alïes : « Ra vezo binniget Doue en pep tra : Benedictus Deus in omnibus. »

Pa deuas d’ar gêr eus a Vro-Zôz, goude bezan bet dalc’het eno seiz vla, ec’h eas war e droad, en kreiz ar goanv, dre an erc’h hag ar skorn, eus ar Roc’h da Landreger, da bardonan da ve sant Erwan. An dud ouz hen gwelet o tremen, a lede pallennou war an hent dre drue outan, mes hen a droe diwarne evit en em gastizan muioc’h-mui.

Da Ouel-Mikêl 1364, goude bezan bet diou wech o kovez, klevet diou oferen ha bet o kommunian, ec’h eas da stourm ouz e enebourien en lanneier Alre ; eno, eur Zôz a skoas