Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/694

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
694
7 Here
an den eurus charlez bleiz

gantan tôl ar maro ; kouezan reas war e benn d’an douar : « Ah ! Otrou Doue ! » emezan, ha kerkent e tremenas. Bertrand Gwesklen, pa welas petra oa c’hoarvezet, a lavaras : « Allas, maro eo kalonekan den a oa er bed ! »

Dal ma paouezas ar stourmad, Yan Montfort a reas klask korf Charlez Bleiz e-touez ar re varo. Pa oe kavet, ec’h eas d’hen gwelet hag en em lakas da ouelan : « Doue a oar, emezan, ôtrou Charlez, nag a geun am eus d’ho kwelet evelse, pa c’halljemp bezan en em welet en eun doare-all. »

Ober a reas sevel ar c’horf ha dougen anezan da Wengamp elec’h ma oe sebeliet en chapel menec’h sant Fransez. An dud a yeas niverus da bardonan d’e ve, ha miraklou kaer a vrudas e zantelez.

D’ar 14 a viz kerdu 1904, Pi X a roas ôtre d’hen enori evel den eürus, ha d’an 8 a viz gwengolo 1910, 12 eskob, 30 prosesion, 700 beleg ha 30.000 den a ziredas da Wengamp, evit ar c’hentan pardon bras grêt en Breiz en enor d’an duk santel ; an oferen-bred a oe kanet en kreiz ar Vali ; an ôtrou Dubourg, arc’heskob Roazon, a reas en brezoneg meuleudi Charlez Bleiz.

————


Hirie e rêr c’hoaz gouel sant Alor, a oe, war a greder, trede eskob Kemper, en kerz ar VIet kantved.

Bezan en deus eur chapel en Plijidi, elec’h ma ve grêt bardon ar bevare sul goude Pask.

————


KENTEL


Ar gwir eneb ar bed


Eur c’horf hag eun ene hon deus, tud omp ; gwir hon deus da vevan evel an dud, ha da rei d’hon c’horf, d’hon c’halon ha d’hon spered ar vagadurez a zo dioute.

Bretoned omp : gwir hon deus da vezan mistri en hon bro, ha d’ober Bretoned eus hon bugale ; gwir hon deus da gaout skoliou a vezo hano enne eus ar yez kaer hon deus desket war varlen hon mamm, hag eus ar zent koz hag eus an duked bras a grouas ken kaer hag a c’houarnas ken mat bro hon c’havel.

Kristenien omp : gwir hon deus da gaout ilizou, e c’hallfomp tostât enne ouz ar zakramanchou, hag e c’hallfomp klevet enne komzou Doue en hon yez binniget. D’ar veleien eo deski yez o c’hristenien, ha nan d’ar gristenien deski hini o beleien.

Epad tri bla warn-ugent, Charlez Bleiz a oe en brezel ; kemer a reas peurz en 1500 stourmad hag en 800 seziz.

Rei a reas e vue evit difenn e wir. Heuilhomp e skouer ; roomp hon danve ha betek hon bue zoken, ouz red, evit difenn hon gwiriou zakr a Vretoned hag a Gristenien :

O lezel da vezan breset,
Ouspen ar vez, a ve pec’hed.