Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/676

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
676
1 Here
itron-varia ar rozera

Dre douez an deliou e sav an drein : en bue Jezuz ha Mari, an drein eo ar pemp mister a geun, pa weler Jezuz, en eur c’houezen a wad, skoet a dôliou skourje, kurunet a spern, o tougen e groaz hag o vervel war Mene-Kalvar.

E-touez ar muian drein eman ar braoan roz : en bue Jezuz ha Mari, ar roz eo ar pemp mister a c’hloar, pa weler Hon Zalver o sevel beo-buezek eus ar be, o pignal en nenv, o lakat ar Spered-Santel da ziskenn war an Ebestel, o kemer e Vamrn en e varadoz, hag o kuruni anezi rouanez an nenv hag an douar.

Ar Rozêra, war a lavarer, a oe ar benveg a zervijas da zant Dominik da c’honid heretiked Albi d’ar gwir fe ; ar c’hiz d’hen lavaret evel m’hen lavaromp breman a zo bet digaset en Iliz gant eur Breizad, beleg eus a Urz sant Dominik, Alan ar Roc’h e hano, maro evel eur zant er bla 1475. Epad ar pempzek vla divezan eus e vue, ar zervijer bras-ze d’ar Werc’hez Vari a redas Bro-C’hall ha Bro-Zôz hag a lakas ouspen kant mil den da rei o hano da Vreuriez ar Rozêra.

Gouel ar Rozêra a oe savet er c’houezekvet kantved. En amzer-ze, an Turked, lorc’h enne da vezan mistri war Gonstantinopl, o devoa laket en o fenn doujan an Europ a-bez. Pi V, hag a oa neuze war Gador sant Per, a zavas brezellourien en o eneb, dreist-oll er Spagn hag en Itali. En em vodan a rejont en Messin, en miz gwengolo 1571 ; kovez ha kommunian a rejont eno ; ar pab a roas d’eze eun induljans plenier, ha d’ar 16 a viz gwengolo, e pignjont war o listri, dindan urz Don Juan ’n Autrich. En mor Lepant en em gavjont dirak an Turked a oa gante 300 lestr. Don Juan a renkas e re ; 209 n’en devoa ken. Mont a reas gant eur vag eus an eil d’egile, eur groaz en e zorn, da bedi pep-hini da bleal gant e ene. Epad an amzer-ze, ar veleien a gleve ar c’hovezionou ; dal m’o devoe achu, ar gristenien holl a bedas an Dreinded, a zaludas ar Werc’hez, evel m’oa bet kemennet d’eze gant Pi V, hag ar stourmad a zigoras d’ar zadorn 7 a viz here, war-dro peder heur goude kreiste, en keit ma oa kristenien Rom o pedi ar Werc’hez dre ar Rozêra.

En devez-ze, ar gristenien a c’honezas kaeran viktor a c’honezjont biskoaz. Viktor Lepant a dorras galloud an Turked war vor, evel ma tlee hini Vienn, daouzek vla ha kant goude, terri o galloud var douar. Koll a rejont en devez-ze 30.000 den hag ouspen 200 lestr ; ar gristenien ne golljont nemet 8000 den ha 15 lestr, ha c’hoaz o re varo a