r Rozêra a zo eur gurunen, grêt gant kaeran roz a ziwan en liorz an Iliz, da lavaret eo, gant he c’haeran pedennou. Er Rozêra eman ar Gredo, a zo ennan ar gwirioneziou a dle pep kristen anaout ha kredi ; ar Gloria Patri, a veulomp drezan an Dreinded, war an douar-man, evel m’hen gra an Ele hag ar Zent er baradoz ; ar Bater, a zo enni kement goulenn a c’hallomp ober evit Doue hag evidomp hon unan, hag an Ave Maria, a ra da galon ar Werc’hez tridal, o tigas da zonj d’ezi eus an heur dudius ma oe dibabet evit bezan Mamm da Zalver ar bed. -- En eur bod roz ’zo tri dra : an deliou, an drein hag ar roz. En bue Jezuz ha Mari zo ive deliou, drein ha roz. An deliou eo ar vue o tigeri : en bue Jezuz ha Mari, an deliou eo ar pemp mister a joa, pa weler Mari o tougen he Mab-Doue, o vont gantan da welet Elisabeth, o c’henel anezan en Bethléem, o kinnig anezan en Templ, hag o kavet anezan en Jeruzalem.