Vaze. Torret anezi eta, ôtrou roue, ha gwestlet d’ezan, diwar vreman, ar vugale reuzeudik-ze a veze diframmet digant o zud ha gwerzet da vont da bell-bro. Dal m’ho pezo grêt an dra-ze, an abostol santel a vezo laouen oc’h ober e zisken en hon zouez.
Salaün a douas war relegou ar zant ober ar pez a c’houlenne outan an ôtrou Riwalen ; kerkent, skanv evel eul lapouz, al lestr a yeas da stokan ouz ar c’hae. Korf an abostol a oe douget gant lid bras d’an douar, ha savet e oe, evit rei digemer d’ezan, eun iliz kaer, a oe hanvet Lok-Maze Penn-ar-bed.
Relegou sant Vaze ne chomjont ket kant vla en Breiz-Izel ; sammet e oent gant al laeron-vor, hag er bla 954 e klever hano aneze en Salern, en traou an Itali. Evit rei repu d’eze, e oe savet eun iliz neve a oe konsakret gant ar pab bras Gregor VII, er bla 1085.
Petra dalv d’an den gonid ar bed holl, mar teu da goll e ene ?
Klasket, da gentan, rouantelez Doue, hag an treo-all a vezo roët d’ec’h war ar marc’had.
Aviel sant Vaze.
homas, gloar iliz Spagn er XVIet kantved, a oe ganet er bla 1488, en Fuenlana, er C’hastilh. Lezhanvet e oe Villanova, abalamour ma oe savet en eur gêr vihan eus an hano-ze. Deski reas abred gant e dud bezan mat en kenver ar beorien.
Da bempzek vla, e oe kaset da skol-veur Alcala, neve savet c’hoaz neuze gant ar c’hardinal Ximenes. Ober a reas eno e studi gant enor, hag ac’hane ec’h eas d’ober skol da Salamank.
Evel an abostol sant Thomas, e klaskas ar wirione gant aked ; evel sant Thomas Akin, e prezegas ar wirione rik ; hag evel sant Thomas Kantorbery, e tifennas anezi gant nerz-kalon.
Da eiz vla warn-ugent, e wiskas saë menec’h sant Au-