Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/657

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Gwengolo
657
sant vaze

medesin, mes ar re glanv ; n’on ket deut da c’hervel an dud just d’ar binijen, mes ar bec’herien.

Diwar neuze, Maze ne dec’has ken diwar-dro Hon Zalver, ha ne gollas ket unan eus e gomzou. Nao bla hepken goude m’oa pignet en nenv, e lakas dre skrid e vue hag e gomzou, ha rei a reas d’e levr an hano a Gelou mat (Aviel), abalamour ma roë da anaout d’an dud e oa deut Mab Doue war an douar da zigeri, gant koad e groaz, dorojou ar baradoz, prennet gant gwezen ar pec’hed.

Pa gemeras an Ebestel pep-hini e gorn eus ar bed, evit prezek ennan ar fe, sant Vaze a yeas d’an Ethiopi, hag eno e skuilhas e wad evit Jezuz-Krist. E gorf a oe sebeliet en Kaireh, kêr-benn an Ejipt, elec’h ma chomas eiz kant vla bennak. En navet kantved, pa gouezas ar vro dindan galloud an dud divade, sant Vaze a c’hoantaas gwelet e relegou o vont en eur vro gristen.

En em ziskouez a reas da varc’hadourien breizad a oa êt da Gaireh, hag e lavaras d’eze en brezoneg :

— Eus a belec’h oc’h-c’houi, ma breudeur, hag evit petra oc’h deut aman ?

Hag i a lavare :

— Ni a zo Bretoned hag a red ar bed oc’h ober marc’hajou.

An abostol a lavaras d’eze neuze piou oa, hag o vezan roët da anaout d’eze pelec’h e oa e gorf, e pedas aneze d’e gas gante d’o bro.

Ar Vretoned a reas evel m’oa bet kemennet d’eze ; kaout a rejont ar be, tennan a rejont gant doujanz ar relegou anezan da gas gante d’o lestr, ha raktal e stignjont al lien da zont etrezek ar gêr.

Buhan e rejont an hent, rak an amzer a oa eus ar c’haeran. P’en em gavjont en Bro-Leon, e kasjont kelou d’o c’henvroïz ; Salaün, a oa en amzer-ze roue Breiz, a deuas war an ôd gant ôtrone vrasan e rouantelez, da ziarbenn ar relegou santel. Klask a rejod tostât al lestr ouz ar c’hae ; mes kaer a oa chachan warnan, ne flache tamm. Neuze Riwalen, eus Bro-Gerne, galloudusan ôtrou a oa en Breiz, a lavaras d’ar roue :

— Otrou, emezan, anaout a ret ar c’hiz fall a zo er vro-man. Pa n’hall ket eun tiegez paean ar gwiriou a dle d’ar roue, e kemerer ennan daou pe dri vugel hag e werzer aneze evel sklavourien d’an diavezidi a deu d’ar porz-man, hag e laker an arc’hant a doucher evite da baean ar gwir. Ar c’hiz goue-ze hag he deus laket rei d’al lec’h-man an hano a Borz-Keinvan, a zisplij, hep mar ebet, da zant