Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
20 Genver
sant sebastian


— Ya, eme ar zant ; kredi am eus grêt ha kredi ’ ran eo fall daoulinan dirak eur men n’en deus na daoulagad, na diskouarn, hag e c’haller e derri hep ma c’hoarvezfe droug ebet ganac’h.

An impalaer, o klevet kemend-all, a lavaras :

— Bezan oac’h unan eus ar re a garen ar muian em lez, ha setu ma tizentet ouzin ha ma tôlet dismegans war an doueou !

— Me ’m eus bepred pedet Jezuz-Krist evit ma viro d’ac’h ho yec’hed ha ma viro ho rouantelez, hag adoret am eus bepred an Doue a zo en nenv.

Dioklesian, en e gounnar, a reas e lazan a dôliou bir.

Irena, pried Gastulus, a deuas en noz da gerc’hat korf ar merzer. Daoust d’e c’houliou da vezan don, ne oa ket maro awalc’h c’hoaz, hag a-bouez bezan louzaouet, e teuas da barean. Kerkent ha ma c’hallas bale, elec’h tec’hel diouz kêr, ec’h eas da gât an impalaer. Dioklesian, ouz e welet, a chômas sebezet :

— Petra, emezan, ha n’eo ket c’houi eo Sebastian, am eus laket lazan a dôliou bir ?

— Me eo, eme ar merzer ; Hon Zalver Jezuz-Krist an eus roët d’in ar vue adarre, ha dont a ran, en e hano, da rebech d’ac’h ar pez a ret en kenver ar gristenien.

Dioklesian a roas urz d’e skourjezan betek ar maro ha da stlepel e gorf en eun toull anvoez. Ar pez a oe grêt. Mes Sebastian, en eun hunvre, a roas da anaout d’eun itron gristen, he hano Lusiria, al lec’h ma oa e gorf. Savet e oe ac’hane, ha breman e zo war e ve unan eus seiz iliz kaeran Rom.

Sant Sebastian a zo enoret bras en Breiz-Izel, abalamour m’an eus pellaet diouti ar vosen. Chapeliou kaer an eus en Sant-Segal, en Bro-Gerne, en Lok-Maria, en Bro-Leon, en Boulvriak, en Bro-Dreger. E skeuden a gaver, kouls lavaret, en holl ilizou ; e ouel a oa gwechall gouel-berz en meur a eskopti. Lezhanvet eo bet difennour an Iliz.

————


KENTEL


N’haller ket serviji daou vestr


N’haller ket serviji daou vestr. Red eo bezan a-du gant Doue pe a-du gant Satan, unan a zaou ; n’eus ket da varc’hata ! Awechou, Hon Zalver Jezuz-Krist a c’houlenn ouzomp, evel ouz sant Per : « Ha karet a rez-te ac’hanon ? » Hag e fell d’ezan e tiskouezfemp hon c’harante en e genver, dre oberou, ha n’eo ket hepken dre gomzou.

Setu ar pez a ’n em gavas gant sant Sebastian. Heman a oa eun den en karg, eur mignon bras d’an impalaer ; bali an enor a oa digor