Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Genver
63
sant sebastian

friejou, o bugale, o mignoned, ma oant prest da fallgaloni, pa zigouezas Sebastian war o zro.

An ofiser bras a gomzas gant kement a nerz, ma krenvaas Mark ha Marsellin en le Jezuz-Krist, ha ma reas d’o zud ha da Nikostrat e-unan goulenn bezan badezet. Sebastian a redas raktal da gerc’hat ar beleg Polykarp da rei d’eze ar vadeziant. Trankillin, tad ar brizonierien, hag a oa unnek vla a oa gant ar boan-izili a oe pareet gant dour-meur ar zakramant.

P’en em gavas an tregontvet devez eus an termen, ar prefed a c’halvas Trankillin, hag a glevas gantan ar burzudou a oa c’hoarvezet.

Kromas, hag a oa ive gant an droug-izili, a reas kerkent kerc’hât ar beleg Polykarp hag a ginnigas arc’hant d’ezan evit e barean.

— Nan, Jezuz-Krist hepken, eme ar beleg, a c’hall ho parean, ma kredet ennan.

— Hag e ran ! eme Gromas.

— Bruzunet neuze kement idol a zo en ho ti.

Bezan eo devoa eun daou-c’hant bennak. Sébastian o skubas holl. Pa zizroas, ne oa ket c’hoaz gwellaet d’ar prefed.

— Ho fe n’eo ket bras awalc’h, eme Sebastian : eun dra bennak ho peus c’hoaz da derri.

Kromas a anzavas an evoa c’hoaz en e di eun idol-all hag a gare meurbed. Dal ma oe flastret he fenn outi, eun den yaouank skedus evel an heol a ’n em ziskouezas da Gromas : « Ar C’hrist, emezan, am digas d’ho parean. »

Kromas a choantaas pokat da dreid ar medisin burzudus.

— Nan, eme heman, n’oc’h ket gwalc’het c’hoaz en dour-meur ar vadeziant, hag abalamour da ze, n’hallet ket touch ouz êl an Otrou.

Eun nebeut deveziou goude-ze, Kromas hag holl dud e di a oe badezet.

Koulskoude, ar stourmad a greske bemde.

Kromas, war digare e yec’hed, a roas an dilez eus e garg a brefed, hag en em dennas en e zouarou, war ar mêz, gant ar beleg Polykarp hag ar gristenien n’en em gavent ket krenv awalc’h da herzel betek ar maro.

Tiburs, mab Kromas, ha Sebastian a chomas en kêr gant ar pab Kaïus. En em dastum a reent, gant an nebeut kristenien-all, en palez an impalaer, en ti unan eus e vevelien, e hano Gastulus, pa deuas eun traïtour, Torkuat, d’o disklerian. An impalaer a reas da Zebastian dont dirakan.

— Tamallet oc’h da vezan kristen, emezan ; ha gwir e vefe ?