Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/601

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Eost
601
sant loeiz

Grouer, d’ar 25 a viz eost 1270, en eur lavaret ar beden-man : « Introïbo in domum tuam, adorabo ad templum sanctum tuum : mont a rin en ho ti, hag oc’h adori a rin, o ma Doue, en ho templ. »

E relegou a oe douget da Zant-Denez. Bonifas VIII a lakas anezan e-touez ar zent.

————


BOKED


Ma mabig koant, kentan tra a c’hourc’hemennan d’it eo karet Doue eus da holl galon ha gouzanv mil maro kentoc’h eget kouezan en eur pec’hed marvel.

Kerz alïes da govez, ha klask eur c’hovezour a gredo diskouez d’it da wall-dechou.

Dalc’h ar giziou mat ’n ez rouantelez, ha gra brezel d’ar re fall.

Kar da enor ha kemer kasoni ouz pep droug, en pep lec’h.

Trugareka Doue alïes eus ar vad a ra d’it.

Enor ha douj da dad ha da vamm, ha mir o gourc’hemennou.

Hag erfin, ma mabig ker, lak kanan oferennou hag ober pedennou dre ar rouantelez evit repoz ma ene.

Gourc’hemennou divezan sant Loeiz d’e vab Philip.




C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Eost


SANT ZEPHIRIN
Pab (199-217)



War-lerc’h sant Viktor, Zephirin a bignas war Gador sant Per, endre ma oa Septim-Sever impalaer.

Ne oa ket eur spered kaer, ha ber oa e studi ; mes gouzout a reas piou da zibab da rei an dorn d’ezan. E-touez ar gristenien a oe tennet diouz ar prizon, goude m’oa bet Marcia o c’houlenn o frankiz digant he fried, an impalaer Kommod, e oa unan e hano Kallist, brudet abalamour d’e spered hag abalamour d’e reuziou ; Zephirin hen galvas da zont d’e gaout, ha goude bezan e veleget, hen kargas da ren ar veleien ha da c’houarn ar « vered. »

Lezen ar vro a roë urz d’an dud d’en em glevet da gaout berejou etreze. Kallist a ouezas ober e vad eus al lezen-ze, hag en doare-ze e teuas an Iliz da vezan perc’hen he-unan war he madou ha war he leveou.