arn eskob Pariz (1248), hag e treuzas ar mor gant tri-ugent mil brezelour. Er stourmad kentan, e lakas an Turked da vont war o c’hiz, mes ar vosen a gouezas war an arme hag a zistrujaz eleiz eus e dud. Hen e-unan a oe grêt prizonier.
Goude bezan en em glevet gant e enebourien, ha roët d’eze eur zamm aour, e c’hallas en em denn eus adre o daouarn, hag e reas d’e arme dizrei d’ar gêr.
Mes hen e-unan a chomas pemp bla-all er Palestin ; prenan reas eleiz a gristenien digant ar baganed ha gonid a reas meur a zen divade da Jezuz-Krist ; ouspen-ze, e lakas sevel, diwar e goust, eun nebeut kêriou d’ar gristenien.
En keit-ze, e vamm a zigouezas ganti mervel ; ar c’helou-ze a reas d’ezan dizrei da gemer stur ar rouantelez.
Gouzout a rê anaout gwiriou an Iliz ; klask a rê he frankiz hag he gloar. Ne glaske trabas ouz den, daoust ma oa kalonek pa veze red d’ezan stourm. Astenn a reas e rouantelez, ha biskoaz pobl Frans n’eo bet ken eürus evel ma oa en e amzer.
Kovez a rê bep gwener, ha bep gwech, war e c’houlenn, e veze skourjezet gant e govezour ; tostât a rê ouz an dôl zantel, c’houec’h gwech er bla, da nebeutan ; bemde e kleve eun oferen pe diou, ha bemde ive e lavare e ofis evel ar veleien ; bep noz e lavare e chapeled ; aketus oa da lenn ar Skritur-Zakr ha Tadou an Iliz ; alïes ec’h ee da bardonan da Zant-Denez ; devot a oa d’an ôtrou sant Jakez, d’an ôtrou sant Denez ; d’an itron santez Jenovefa.
Lavaret a rê a-wechou : « Nag eo drol an dud ; abeg a gavont ennon abalamour ma ve hirr ma fedennou, ha ne lavarfent netra ma kollfen ma amzer o c’hoari pe o chaseal. »
Sevel a reas eleiz a vanatiou hag a hospitaliou evit ar beorien ; sikour a rê an dud reuzeudik ; gwelet a rê an dud klanv, ha ne veze ket awalc’h d’ezan rei aluzen d’eze, chom a rê war o zro, rei a rê dorn d’eze ; netra ne rê rukun d’ezan. Tri baour a veze bep pred ouz tôl gantan ; bep merc’her ha bep gwener e veze trizek, ha betek daou-c’hant d’ar goueliou. Gwelet a rê Jezuz-Krist en peb-hini aneze.
Er bla 1270, ec’h eas evit an eil gwech da stourm ouz ar Vuzulmaned. Taget a oe gant ar vosen dal ma touaras en Tunis, hag o welet e oa war e dremenvan, e roas e c’hourc’hemennou divezan d’e vab, ha goude bezan bet e zakramanchou, gourvezet war al ludu, e roas e ene d’e