Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/597

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Eost
597
sant philip beniti

zanv en meur a lec’h, hag eur wech, zoken, e oe dare d’ezan bezan lazet.

Evitan, eur manati ha ne heuilher ket ennan ar reolen pen-da-ben, elec’h bezan porz ar baradoz, a zo eur mor danjerus evit kement hini a zo ebarz ; abalamour da ze, e poanie da zantelât e venec’h muian m’halle.

Mervel a reas en Todi, en eur vriata kroaz Hon Zalver, a lezhanve e levr, d’an eizvet devez goude gouel Maria-Hanter-Eost 1285. War e ve, ar re dall a gavas ar gweled, ar re gamm ar c’herzed, ar re varo ar vue ; ha Klemant X, o klevet ar vrud eus ar miraklou-ze, a lakas ane-zan e-touez ar zent, er bla 1671.

————


BOKED


Kalon Mari a zo ken tener en hon c’henver, ma n’eo kalonou ar mammou-all, holl a-unan, nemet evel eun tamm skorn en kichen he hini.

Ar wellan eus ar mammou a gastiz a-wechou he bugel, pa ra droug d’ezi ; skei ra gantan, zoken, ha ne gred ket ober fall. Ar Werc’hez santel ne ra ket evelse ; ken mat eo ma ne ziskouez d’imp nemet he c’harante ; kammed ne deu d’hon c’hastizan.

Ar Mab en deus e justis ; ar Vamm n’he deus nemet he madelez.

Person Ars.




Pevare devez warn-ugent a viz Eost


SANT BERTHELE
Abostol



Gefridi Yan-Vadezour oa digeri an hent da Zalver ar bed, hag o vezan ma ouie oa Jezuz-Krist ar Zalver-ze, e gentan preder, dal m’hen gwelas o ’n em ziskouez, a oe en em denn ha rei d’ezan e ziskibien.

Eun nebeut deveziou eta goude badeziant Mab Doue, Yan hen gwelas o tremen war lez ar Jourden, hag a lavaras raktal, en eur ober sin d’e ziskibien da vont d’e heul : « Setu aze Oan Doue. »

Daou aneze, Yan, mab Zebede, hag Andre, a ’n em zistagas diouz o mestr koz hag a yeas da heul Salver ar bed. Goude bezan grêt anaoudegez gantan, Andre a yeas da gerc’hat e vreur Simon da zont ive d’e gaout.

An de war-lerc’h, Jezuz a gavas Philip, ha heman, goude bezan gwelet an Otrou, a redas da gas ar c’helou d’e vignon Nathanaël Berthele.

E gaout a reas o tiskuizan dindan eur wezen fiez, ha