Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/596

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
596
22 Eost
sant symphorian

eo dor ar vue ; sao da galon warzu an nenv ; sell ouz an Hini a zo o ren er baradoz ; ne lemer ket ar vue diganit, rei d’it unan gwelloc’h ne rêr ken ; hirie, ma mab, ez out o kinnig deiou a dremen evit ar vue a bado da viken. » Sant Symphorian a varvas war-dro ar bla 178.

————


BOKED


An hini, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, a gar e dad pe e vamm muioc’h evidon, n’eo ket diouz ma doare ; hag an hini ne gemer ket e groaz ha n’am heul ket, n’eo ket diouz ma doare.

An neb a vir e vue he c’hollo ; hag an neb en devo kollet e vue abalamour d’in, he c’havo.

Aviel sant Vaze X. 37, 33.




Trede devez warn-ugent a viz Eost


Sant Philip Beniti
(***-1285)



Philip a deuas er bed en Floranz, en blaveziou kentan an XIIIet kantved. Abred e gerent a zeskas d’ezan karet ar vad ha tec’hel diouz an droug. Ober a reas e studi en Pariz hag en Floranz, ha pa chomas er gêr eus ar skol, e oa eun doktor war ar vedesinerez.

Pempzek vla a oa neuze ’baoue oa diazezet Urz Servijerien ar Werc’hez Vari, war mene Senario, gant seiz marc’hadour pinvidik eus a Floranz. Philip a oe digemeret en Urz neve-ze, d’an 8 a viz gwengolo 1233, beleget eun nebeut blaveziou goude, ha hanvet da jeneral er bla 1267.

Da varo Klemant IV, ar gardinaled, bodet en Viterb, a c’hoantaas e lakat war Gador sant Per. Dal ma klevas an neventi-ze, en em dennas er gouelec’h, eur manac’h-all hag hen, hag e chomas eno kuzet, ken a ouezas e oa hanvet eur pab neve.

Goudeze en em lakas da brezek, hag e oe klevet en Avignon, en Pariz hag en meur a gêr-all eus a Frans hag eus an Alamagn. Rei rê da anaout dre-oll an devosion da seiz glac’har ar Werc’hez. Goude bezan bet daou vla evelse war bale, en em gavas en konsil-meur Lyon ; ac’hane e tizroas d’an Itali.

Kaout a reas e genvroïz rannet en diou gostezen : ar « Jelphed », a-du gant ar pab, hag ar « Jibelined », a-du gant an impalaer. N’espernas netra evit o unani, ha dre e zousder hag e gomzou e teuas erfin a benn da lakat an emgleo etreze. Koulskoude, bezan en devoe kalz da c’hou-