Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/573

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Eost
573
santez klara


Daouzekvet devez a viz Eost


SANTEZ KLARA
Gwerc’hez (1194-1253)



Klara a deuas er bed en Asiz, ar mousc’hoarz war he muzellou, d’ar 16 a viz gouere 1194. Da driouec’h vla, evit senti ouz he c’henvroad sant Fransez, e roas he holl danve d’ar beorien, hag ec’h eas da iliz Itron-Varia an Ele ; eno, goude ma oe troc’het he bleo, e tennas he dilhad kaer hag e wiskas dilhad a binijen.

Fransez a roas d’ezi eur reolen, savet war skouer hini e venec’h, ha Klara a yeas da zigeri eur manati en kichen iliz Sant-Damian. He diou c’hoar, Agnes ha Beatrix, a deuas, gant ar re gentan, da vevan dindanni, ha prest goude he mamm Hortulana.

Evelse e oe savet eil Urz sant Fransez, er bla 1212.

Klara a c’houarnas he manati gant evez ha gant furnez, epad daou vla ha daou-ugent. He bue a oa awalc’h evit deski d’ar re a oa dindanni penôs bevan ervat.

Evit rei d’he spered an trec’h war he c’horf, e valee diarc’hen, e kouske war eur feusken goad, hag e lake eur pilgoz kalet dindan he fenn. Epad pell amzer e tremenas tri devez ar zun, al lun, ar merc’her hag ar gwener, hep dibri tamm, hag en deveziou-all e tebre ken nebeut a dra, ma oa nec’het maro ar re-all o klask gouzout penôs e c’helle chom en he zav.

Arôk ma kouezas klanv, e rê daou goaraïz er bla, diwar bara ha dour.

Troet oa da rei nebeut a amzer d’ar c’housked ha kalz d’ar beden.

Yun a rê derc’hent an holl goueliou bras. Pa veze dalc’het war he gwele gant ar c’hlenved, kentoc’h eget chom dibreder, e rê lienachou ôter da rei da ilizou Asiz.

Ar pez a gare dreist pep tra, evel sant Fransez, oa ar baourente, ha ne fellas ket d’ezi, en doare ebet, e vije staget ouz he manatiou al leveou a ginnige d’ezi Gregor IX.

Miraklou niverus ha dishenvel a vrudas e zantelez ; rei a reas ar gomz da unan eus he leanezed, ar c’hleve d’eun all, hag ar yec’hed ne ouier ket da bed ha ped-all.