Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/572

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
572
11 Eost
sant alphons ligori

kreiz e holl reuziou, ar Werc’hez Vari, hag an treo a yeas war ’rôk ; elec’h ar re a oa tec’het, e teuas re-all niverusoc’h. A-benn tri bla, e oa pevar diad misionerien.

D’ar 25 a viz c’houevrer 1649, ar pab Beneat XIV a roas ôtre d’an Urz neve.

Ar zant a zonje en dije achuet e vue e-touez ar venec’h, e vugale. Mes ar pab Klemant XIV a oa e zaoulagad warnan, hag hen hanvas da eskob en Santez-Agatha ar Gothed. Doaniet e oe e galon ; skrivan reas evit refus ; ar pab a c’hourc’hemennas têroc’h. « Ra vezo grêt bolonte Doue, a lavaras neuze Alphons. » Mes e anken a oe ken bras ma kouezas gwall glanv. Kerkent ha pare, ec’h eas d’e eskopti hag e stagas gant e labour. Lakat a reas urz en e gloerdiou ; gourc’hemennou striz a reas d’e veleien ; sevel a reas breurieziou ; trei a reas ar bobl war ar zakramanchou. Bep daou vla e wele e eskopti a-bez.

Goude trizek vla tremenet el labouriou tenn-ze, e roas an dilez eus e garg hag e tistroas daved e visionerien. Naontek vla ha tri-ugent en devoa er mare-ze. Bevan reas c’hoaz daouzek vla ; mes ne oe ket eürus ; dismeganset a oe en pep doare gant an dud, hag an drouk-spered hen heskinas kemend-all gant an tentasionou ha gant ar skrupulou.

Doue a roas d’ezan erfin ar peuc’h. Mervel a reas d’an de kentan a viz eost 1787, oajet a unnek vla ha pevar-ugent.

Grêt en devoa al le da chom hep koll pennad amzer ebet ; rak-se, en kreiz kemend-all a drubuilhou, e kavas amzer da zevel eleiz a levriou.

Gregor XVI a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1889, ha Pi IX hen disklerias doktor eus an Iliz.

————


BOKED


Seul-vui m’eo sôtret eun ene, seul-vui m’eo êt don er fank, ha seul-vui e tle ar c’hovezour poanial d’hen tennan eus adre skilfou an aerouant, evit hen teuler etre divrec’h ha war galon an Otrou Doue.

Sant Alphons.