Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/559

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Eost
559
sant gaetan

al lapoused hag a wisk bleun ar mêziou a ouezo pourvei da ezommou e vugale, a lavare Gaëtan. » Hag en gwirione, biskoaz Providans Doue n’o dilezas. Ober a rê miraklou kentoc’h eget lezel e zervijerien en dienez.

Oberou Doue a dle bepred tremen dre ar boan. Rom o vezan kouezet etre daouarn soudarded protestant, kement mad a oa enni a oe laeret (1527). Epad daou viz, e padas an dismantr. An ilizou a oe dismantret, devet ; sakrilachou spontus a c’hoarveze bemde. An Dheatined ne oent ket espernet muioc’h eget ar re-all. Ar zoudarded, dre ne gavent netra da laerez en o zi, a gavas d’eze e oa bet kuzet oute an treo presiusan. Ar zant a oe bourrevet en eun doare skrijus, en esper e tiskuilhje pelec’h e oa an tensor. Gouzanv a reas an tourmanchou-ze gant joa. Laket er prizon gant e holl genvreudeur, e oent delivret, kouls lavaret, dre virakl. Epad ma oant o tec’hel kuit d’ar red, e oent tizet gant ar forbaned ; kabiten ar re-man, o welet o faourente, a roas d’eze kement o devoa ezom, hag o lezas da redek. Gaëtan a blije d’ezan kontan an dra-ze, evit diskouez e c’haller bepred fiziout war Brovidans Doue.

En Veniz en em dennas gant beleien e gouent. Eno e oa anavezet mat, ha digemer mat a oe grêt d’ezan. Raktal e oe savet eur gouent evite.

Gaëtan a oa oajet bras dija er mare-ze ; koulskoude, war urz ar pab, e renkas mont da Napl da zevel eur gouent-all. En holl gêriou-ze e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Prezek a rê alïes war an devosion d’ar gommunion santel. « Kommunian mat hag alïes, eno e oa, emezan, an eienen eus pep santelez. » E fe birvidik evit ar zakramant meulet ra vezo, ne chomas ket hep rekompans. De gouel Nedeleg, en Rom, ar Werc’hez Vari a ’n em ziskouezas d’ezan gant he c’hrouadur etre he divrec’h ha, gant eur mousc’hoarz dudius, e lakas anezan etre divrec’h Gaëtan. D’e genvreudeur eus ar gouent, ar pez a brezege ar muian oa ar baourente digemeret gant joa.

War e dremenvan, e dremm a sklerijenne gant eul levenez dispar. Dre zin, e tiskouezas e oa ar Werc’hez ouz e c’hortoz. Mervel a reas d’ar 7 a viz est 1547. Ar pab Klemant X hen lakas war roll ar zent.

————


BOKED


Arabad d’ec’h, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, bezan nec’het diwar-benn ho pevanz nag ho kwiskamant.

Klasket da gentan rouantelez Doue hag e justis, hag an treo-ze holl a vezo roët d’ec’h war ar marc’had.

Aviel sant Lukas XII. 22, 31