Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/558

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
558
7 Eost
sant gaetan

mez gantan hag a rebechas d’ezan ne ouie mui derc’hel e renk. Hen a dave ; eun devez, koulskoude, e reas eur respont treut d’ezan ; epad e vue e ouelas d’ar pec’hed-ze.

Eur vertuz ken dispar oa ket grêt evit ar bed. Doue hen galve d’eur stad uheloc’h, da vezan beleg. Pell amzer e oe evit kaout ôtre e dad ; mes an amzer-ze a implias o ’n em lakat gwelloc’h en stad da zigemer eun hevelep karg.

Eur wech beleget, n’espernas mui netra evit mont pelloc’h-pellan war hent ar zantelez. E vue a dremene en iliz hag en hospitaliou. O vezan êt da Rom, ar pab a reas stad anezan hag a c’hoantaas rei d’ezan an enoriou bras. Kregi a reas aon ennan, hag e c’houlennas ôtre da zont d’e vro.

Distro da Visans, e lakas sevel eun hospital evit ar re glanv hag ar beorien. Di e teuas da chom, rak re gaer e kave maner e dad evitan. Eno e louzaoue gouliou an dud skoet gant klenvejou stagus. Mes muioc’h c’hoaz a evez a gemere gant o ineou. Kement a rê warne, evit o c’helenn hag o distrei war an hent mat, ma oe galvet « ar gonideg eneou. »

E labour en hospital ne vire ket outan da zonjal er vicherourien. Rei a reas e hano evit bezan unan aneze, daoust pegen doaniet oa e dud ouz e welet e-touez an darbarerien hag an dud a renk izelan. Doue a vinnigas e labour ; eus kristenien glouar e reas kristenien birvidik, a veze o kommunian diou ha ter gwech ar zun, e-lec’h diou wech ar bla, ’vel diagent. Pac’h eas da Veniz, e reas ar memes labour gant eun hevelep frouez.

Mes ne rê c’hoaz nemet kommans. Santout a rê e vije buhan kollet an eost eneou gonezet, ma ne deuje ket ar veleien d’e zikour. Siouaz ! er mare-ze, an dud a iliz ne roent ket holl ar skouer-vat. Sevel eta eun Urz neve a veleien hag a vije dre o bue eur skouer beo evit ar re-all, setu e vennoz brasan. Kaout a reas tri eus e vignoned hag a vage eun hevelep c’hoant en o c’halon. An hini anavezetan aneze oa Per Karaffa, eskob Theat, divezatoc’h pab dindan an hano a Bol. Hen eo a roas e hano da Urz neve « An Dheatined» , dre ma oe ar rener bras kentan. Klemant VII, neuze war Gador sant Per, a ôtreas an Urz neve gant fors meuleudi (1524).

An Dheatined, ouspen an tri le ordinal, a rê c’hoaz an hini da vevan er baourente ar vrasan ; ne dleent kaout nag arc’hant, na leve en nep doare ; ne dleent ket, zoken, mont da c’houlenn. Gedal a renkent an aluzennou a vije digaset, aneze o-unan, gant an dud vat. « An hini a vag