Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/544

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
544
1 Eost
sant per en ereou


Kentan devez a viz Eost


Sant Per en Ereou


Sant Per en Ereou
Sant Per en Ereou


Ar gouel-man a zo bet savet evit lidan delivrans burzudus sant Per eus e brizon, hag enori ar chadennou a oa bet laket war e dreid ha war e zaouarn gant Herodez Agrippa, en Jeruzalem, ha gant an impalaer Neron eo Rom.

Herodez, mab da Agrippa ha mab-bihan d’an Herodez en devoa lazet ar vugaligou tro-dro da Vethleem, a c’houarne ar Jude en hano ar Romaned. Kasaet a oa gant e zujidi n’o devoa ket ankouaet c’hoaz krizder e dad-koz ; mes c’hoantât a rê bezan arru mat gante, ha klask a rê an tu d’en em dremen dioute. O vezan anavezet pegement a gasoni a vagent en o c’halon ouz ar gristenien, e sonjas ober gwasan ma c’hellje d’ar re-man. Lakat a reas kas d’ar maro Jakez, breur Yan ; hag o welet e plije kement-se d’ar Judevien, e lakas en e benn kreski o joa en eur deuler er prizon Per, anavezet evit bezan mestr-bras ar gristenien.

E oa neuze mare goueliou Pask eus ar bla 41. Per a oe kroget ennan, chadennet ha tôlet er c’hloz. Kerkent hag achu ar goueliou, Herodez a dlee hen digas dirak ar bobl evit ma vije barnet d’ar maro. Da c’hedal, c’houezek