Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/543

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Eost


————


An Eost


————


N’ho peus ket nemet tôlet plê ouz ar c’hi bihan en kichen e vestr, pa ve heman o tibri e bred ? Ne finv ket al loenig, aketus mac’h eo da zellet ha ne goueo tamm evitan war an douar. Pa vo bet tôlet d’ezan askorn pe greun, neuze e lavaro trugare gant e lost ha, goude bezan paket e c’hinaouad, e teuio adarre, war e azeik, da c’hortoz eur begad-all. A-wechou zoken e harzo, ’vit rei da intent n’e ket c’hoaz torret e naon.

Evel ar c’hi bihan gant e vestr, eman an den gant e Grouer, bepred o c’hedal pegouls e koueo, eus e zorn, peadra d’ezan da zibri ha da evan. Glevet ket an dud, forz pe mare eus ar bla en en em gaver :

— Daoust ha ne deuio ket eur banne glao ’vit an ed, al legumaj ! — Bolonte Doue e teufe daou pe dri devez heol tomm !

Bepred eman an den, e lagad warzu Doue, o c’hervel anean da bleal gantan. A-wechou, avat, ne oar net lavaret trugare war-lerc’h.

A-wechou, elec’h trugare, eo malloz a deu eus e c’henou. Petra rafec’h-hu d’ho ki, ma teufe da gregi ennoc’h goude ho pefe roët d’ezan e damm boed ? Tapout ar skourje gantan ha, marteze, lakat ar gorden en e c’houg.

Ha ni eta, krouadurien kalz disteroc’h en kenver Doue eget n’eo eur c’hi en kenver e vestr, gwasat tôliou a dleje kouezan warnomp, mar rentfe Doue d’imp droug evit droug ?

Setu an eost o tarevi er parkou. Al labourer a skub e c’hrignol, evit digemer an danve bara kinniget d’ezan ha d’e diegez, abeurz e Dad pehini zo en nenv. An dud a zav beure mat da vont d’ar park da droc’han, d’al leur da dornan. Evel bannou aour an heol o kouezan eus an oablou hag o tomman ar bed, madelez ha karante Doue a ’n em zishouez d’an den ’barz ar greun alaouret diskarget war e leur ; hogen, petra respont heman ? Klevet ar gôz ’barz ar parkou, war al leuriou : ar c’hi, leun e gof, a dant e vestr, evel pa vefe e blijadur.

Ar zul, an den a labouro kazi ’vel d’ar pemde ; war ar pemde, ar pedennou, war digare zo prez, a vo dilezet beure ha noz..... Ha koulzkoude, ar c’harr a deu d’ar gêr leun, ken e horjel hag e wigour, dre an henchou, dindan e vec’h pounner ; ar zac’h ne baouez da gas ed d’ar c’hrignol. Diouz an ne e koue bennoz ; diouz an douar e sav dizanaoudegez ha malloz.....

Mar domp kristenien, bezomp war evez da zantelât miz eost, kouls ha muioc’h ’vit ar miziou all, o tremen, da vihanan, hep terri gourc’hemennou Doue hag o kinnig d’ezan poan ha labour.

Miz eost a zigas da zonj d’imp eus fin ar bed, pa dastumo Doue e winiz en e c’hrignol ha pa stlapo an drouk-louzou en tân an ifern. Greomp diouz bezan laket en arc’h gant ar gwiniz mat.