Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/523

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Gouere
523
santez mari-madalen

thani, o vont pe o tont eus Jeruzalem, a rê bepred e ziskenn en he zi.

Daou vla goude he dizro ouz Doue, Lazar, he breur yaouank, a varvas, ha Jezuz ne oa ket war al lec’h ; kelo a oe kaset d’ezan.

P’en em gavas, Martha ha Mari a lavaras d’ezan, an daerou en o daoulagad : « Oh ! Otrou, ma vijec’h bet aze, hon breur ne vije ket bet marvet. »

Ha Jezuz, o welet glac’har an diou c’hoar, a reas da Lazar sevel eus a varo da veo.

C’houec’h devez arôk Pask, Jezuz a zigouezas en Bethani.

Ozet a oe e goan d’ezan eno. Martha a zervije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouz tôl gantan.

Neuze Mari a gemeras, en eur pod men-glan, eul lur c’houez vat, hag o vezan torret ar pod, e skuilhas anezan war benn Jezuz. Skuilh a reas ive war e dreid, hag e sec’has aneze gant he bleo.

An ti a oe leuniet gant c’houez vat al louzou. Judas Iskariot, unan eus diskibien Jezuz, an hini a dlee bezan an traitour, a lavaras : « Perak al louzou-ze n’eo ket bet gwerzet tri-c’hant diner, hag ar priz anezan roët d’ar beorien ? »

Lavaret a reas an dra-ze, n’eo ket dre drue ouz ar beorien, mes abalamour ma oa laer. Hen a vire ar yalc’h hag a zouge ar pez a veze laket ebarz.

Jezuz, o c’houzout an holl dreo-ze, a lavaras : « Perak e c’hlac’haret-hu ar plac’h-ze ? Rak eun dra vat he deus grêt em c’henver. Peorien ho pezo bepred en ho touez ; mes n’ho pezo ket ac’hanon-me bepred.

» Ha p’he deus skuilhet al louzou c’houez-vat-ze war ma c’horf, he deus hen grêt evit ma lieni.

» En gwirione, m’hen lavar d’ec’h, en kement lec’h ma vezo prezeget an Aviel-man er bed-holl, e vezo lavaret ar pez he deus grêt, hag e vezo meulet ! » [1]

Mari-Madalen a heuilhas Hon Zalver betek Mene-Kalvar hag a chômas e-tal ar groaz, ken n’en devoe lôsket Jezuz e huanad divezan.

Rei a reas an dorn goude da lieni ar c’horf santel. An de war-lerc’h, de an ehan, e reas he deveriou a relijion, ha d’ar zul, kerkent hag an de, ec’h eas d’ar be gant Mari, mamm Jakez ha Salome.

  1. Sant Yan XII. — Sant Vaze XXVI.