a reas gant he daerou ; o sec’han a reas gant he bleo ; o gelei a reas gant louzou c’houez vat, ha pa zavas, daoulagad Hon Zalver a baras laouen war he ene neveaet.
Koulskoude, an ozac’h en devoa pedet Jezuz da zont d’e di, o welet ar pez a dremene, a lavare ennan e-unan :
— Ma vije bet heman eur profed, en dije gouezet peseurt plac’h a douch outan, rak eur bec’herez eo.
Ha Jezuz a respontas hag a lavaras d’ezan :
— Simon, eun dra am eus da lavaret d’ec’h. Hag hen a respontas :
— Mestr, lavaret.
— Eun den a oa dleour d’ezan daou-all, unan aneze a dlee d’ezan pemp kant diner, hag egile hanter-kant.
» O vezan n’o devoa ket peadra da baean anezan, e roas diskarg d’eze o-daou. Piou a garo anezan ar muian ? »
Simon a respontas hag a lavaras :
— An hini, marvat, a zo pardonet d’ezan ar muian. Jezuz a lavaras d’ezan :
— Barnet mat ho peus !
Hag o trei ouz ar plac’h, e lavaras da Zimon :
— Ha c’houi a wel ar plac’h-ze ? Deut on en ho ti ha n’hoc’h eus ket roët a zour d’in evit gwalc’hi ma zreid ; mes houman he deus douret ma zreid gant he daerou hag o sec’het gant he bleo.
» N’hoc’h eus ket roët eur pok d’in ; mes hi, abaoue m’eo deut, n’he deus ket paouezet da bokat d’am zreid.
» N’hoc’h eus ket skuilhet a eol war ma fenn ; mes hi he deus skuilhet louzou c’houez vat war ma zreid.
» Setu perak me lavar d’ec’h : kalz pec’hejou a zo pardonet d’ezi, abalamour m’he deus bet eur garante vras. An hini a zo pardonet d’ezan nebeutoc’h a gar nebeutoc’h. »
Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :
— Ho pec’hejou a zo pardonet d’ec’h.
Hag ar re a oa ouz tôl gantan a ’n em lakas da lavaret enne o-unan :
— Piou eo heman a bardon memes ar pec’hejou ?
Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :
— Ho fe he deus sovetaet ac’hanoc’h. Et en peuc’h [1].
Diwar neuze, Mari-Madalen a deuas da vezan ar zantez vras a garomp, abalamour drezi ec’h anavezomp sempladurez an den ha trugare an Otrou Doue.
He dudi oa heuilh Jezuz-Krist, ha ne skuize ket ouz e selaou ; ha Jezuz-Krist, diouz e du, pa dremene dre Ve-
- ↑ Sant Lukas, VII. 39, 50.