Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/520

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
520
21 Gouere
sant tenenan


Kentan devez warn-ugent a viz Gouere


SANT TENENAN
Eskob, VIIet kantved



Tenenan a oe ganet en Breiz-Veur, a dud a renk uhel ; danve eleiz en devoa, spered ha gened.

Azveulet oa gant ar bed holl,
En danjer, siouaz, d’en em goll,

Abalamour da ze, e tec’has yaouank eus bro gunv e gavel, hag e teuas en Breiz-Izel.

Treuzi reas mulgul Brest, [1] ha diskenn a reas stêr an Elorn, betek m’en em gavas en kreiz koad Beuzit. Eno e savas e vanati, hag e vevas eur pennad didrous awalc’h.

Mes Leoniz a deuas abred da gaout penn an hent da vont davetan, hag a ziredas niverus da c’houlenn e aliou hag e bedennou.

Ar zant a reas ar muian vad a c’hallas d’o c’horfou ha d’o eneou ; prezek a reas d’eze komzou Doue ; sevel a reas evite diou iliz, hini ar Forest, ha pelloc’h, er c’hoad don, hini Plabenneg.

En kreiz etreze o-diou, e savas eur c’hastel-krenv, evit digemer an dud paour, ma rankjent tec’hel arôk al laeron-vor a ziskenne gant an aberiou d’ober ar skrab en douar bras.

Eno e savas eur chapel, gant eul lez da varn ha da gelen, ha setu perak e oe hanvet Lez-Kelen.

Pa varvas eskob Kastel-Pôl, pobl ha beleien Leon, holl a-unan, a lakas Tenenan en penn o eskopti. En e amzer eo e c’hoarvezas ar burzud-man, a zo deut hano anezan betek ennomp, dre lavariou hon tud koz.

Eur beleg eus a Blabenneg a oa eun devez o vont da gas an Otrou Doue da unan klanv ; an hentchou en devoa da dreuzi a oa eus ar re fallan ; digouezout a reas gantan koll an hosti santel en eur wenojen, ha kaer en devoe he c’hlask, daou zevez dioustu, n’hallas ket dont a benn da gouezan warnezi.

Bras e oe e anken, hag ec’h eas da Gastel-Pôl da anzao ouz sant Tenenan e zievezted ha da c’houlenn ar pardon anezi. An eskob mat, glac’haret o klevet hano eus an darvoud-ze, a ’n em dôlas d’an daoulin hag a c’houlennas ouz Doue rei da anaout d’ezan petra oa deut da vezan an hosti santel. Selaouet a oe e beden.

  1. Mulgul Brest : le goulet de Brest.