Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/506

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
506
14 Gouere
sant bonavantur

herve promese e vamm, e c’houlenne bezan digemeret en Urz sant Fransez. Er manati e oe skouer an holl venec’h ; hepdale e oe kaset da Bariz da studian an teoloji, dindan eun den brudet ha desket, Alexandr de Hales. Heman, o welet e spered lemm hag e zantelez, a lavare eun devez : « Setu dirak hon daoulagad eur skeuden veo eus Adam arôk e bec’hed. »

Eun devez, Bonavantur, hag a oa en gwirione êl ar manati, hag a gare kommunian alïes, a gemeras aon ha spont : ne grede ket tostât ouz an dôl zantel. En eun tol, eul lodennig eus an hosti vras konsakret gant ar beleg, en oferen, a nijas war e vuzellou. Evel ma teu bannou an heol da laouennat pep tra, goude eur barr-glao, evelse Jezuz a lakas ar fianz hag al levenez da sklêrât e ine.

Koulskoude, spered lemm Bonavantur a reas founnus e hent, e-touez kenteliou tenval an teoloji, ha hepdale ar skolaer a oe beleget ha laket e-unan d’ober skol. Ar vrud a deuas war e dro. Mes Bonavantur a dec’he diouz meuleudiou an dud, evit mont da zaoulinan dirak ôter Jezuz-Krist, da bleustri war e boaniou ha war e varo, pe c’hoaz, da louzaoui an dud lor en hospitaliou.

Da bemp bla ha tregont, e oe dibabet da jeneral e Urz. Neuze e skrivas bue sant Fransez Eun devez, sant Thomas, o vezan deut d’e welet, a gavas anezan gant al labour-ze. En em denn a reas heb e zistrei, en eur lavaret d’ar re a oa gantan : « Lezomp ar zant da labourat evit ar zant. »

Eun dro-all, sant Thomas a c’houlennas digantan pelec’h e tastume ar c’homzou a lavare hag a yee ken don en kalonou an holl : « Setu, eme Vonavautur, en eur ziskouez ar groaz, setu al levr hag en deus desket d’in an nebeut a ouzon. »

Ren a reas e Urz epad 18 vla, gant nerz ha dousder. Dindan eur mestr ken santel, a gastize e gorf en eun doare ken spontus, hag a ’n em blije oc’h ober al labouriou diêsan, an holl venec’h a oa laouen o heuilh adarre, pen-da-ben, lezen striz o Urz, o devoa lezet eur pennad a-goste.

Mes ne gave ket e oa awalc’h d’ezan plêal gant e venec’h hepken. E garante evit an ineou prenet gant Jezuz-Krist a reas d’ezan labourat evite, en kement lec’h ma tremene, en eur welet e vanatiou.

Prezek ha kovez a rê dre-oll. Komz a rê d’ar brinsed, d’an dud a Iliz, da vistri ar c’hêriou, eus an doare da viret ar fe e-touez ar gristenien.

Goude maro ar pab Klemant IV, en devoa klasket e hanvan da arc’heskob en York, an Iliz a chomas daou vla