Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/505

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Gouere
505
sant anaklet

chapel warnezan. En diou wech e roas an urziou da bemp beleg ha da dri avieler, hag e sakras c’houec’h eskob.

Anaklet a oa eta bepred ar mesaër mat ha karantezus a ziwalle e bobl diouz ar baganed hag a gase aneze d’ar peuri dru ; bezan e oe gwir diskib an Ebestel, hag evel an holl Ebestel, (nemet sant Yan hag a veve c’hoaz neuze), e varvas dre ar verzerenti, er bla 91, er mare ma oa an impalaer Domisian o ren ar rouantelez.

F.L.

————


BOKED


« Daou seurt tud o deus ezom da gommunian alïes : ar re a zo dija santel, krenv ha yac’h, gant aon da goll o zantelez, o nerz hag o yec’hed ; hag ar re n’int ket c’hoaz santel awalc’h, pe a zo c’hoaz dinerz ha klanv, evit dont da vezan santel, krenv ha yac’h evel ar re gentan. »

Sant Fransez a Zal.




Pevarzekvet devez a viz Gouere


SANT BONAVANTUR
Eskob ha Kardinal, Doktor eus an Iliz (1221-1274)



Sant Fransez Asiz a lavare eun devez, en eur huanadi : « Ma c’hellfen, da vihanan, kaout eun ene evit kompren ma hini ! » Ar pez a glaske a ’n em gavas. Er bla 1221, en Bagnarea, en Toskan, Yan Fidenza ha Mari Ritelli o devoe eur mab hanvet Yan, evel e dad. D’e bevar bla, e oe dare d’ezan mervel. E vamm vat a redas, en eur ouelan, da gaout sant Fransez, hag a bedas anezan da zovetât he c’hrouadur : « Ma selaou Doue ac’hanon, emezi da Fransez, e karfen e welet o vont en hoc’h Urz. » Ar bugel a bareas hag ar zant a deuas d’e welet da Vagnarea. Raktal m’en em gavas dirakan, e vriataas anezan gant teneredigez, hag ouz e zevel etrezek an nenv, e lavaras : « O buona ventura : o pebez kavaden vat ! »

Fransez en devoa kavet an ine a c’houlenne digant Doue, evit kompren mennoziou santel e galon.

Evel a lavare eun doktor : « An eil Eli en devoa kavet e Elize. » Diwar neuze, Yan ne oe grêt mui nemet Bonavantur anezan.

Dre ma kreske en oad, e teske, en eur c’hoari, holl skianchou ar bed. Ma oa kaer a zremm, e ene dinam a oa c’hoaz kalz kaeroc’h. Da zaou vla warn-ugent, evit ober