Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
14 Genver
sant hiler


————


KENTEL


An treo red da gredi


An darn vrasan eus an dud a ya d’an ifern, eme ar pab Beneat XIV, n’eont di nemet abalarnour n’ouzont ket ar gwirionezou a zo red da anaout evit mont d’ar baradoz.

Evit mont d’ar baradoz, eo red anaout ha kredi ar pemp gwirione-man :

1° Bezan zo eun Doue, an eus krouet an nenv, an douar ha kement tra a zo.

2° En Doue e zo tri ferson : an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan ; an dra-ze eo myster an Dreinded.

3° Ar Mab, an eil ferson eus an Dreinded, a zo deut da vevan war an douar, 1900 vla zo. Kemeret an eus eur c’horf hag eun ene henvel ouz hon re ; e hano eo an Otrou Jezuz-Krist. Jezuz-Krist a zo Doue ha den asamblez : an dra-ze eo myster Mab Doue en em c’hrêt den.

4° Goude bezan bevet tri bla ha tregont war an douar, Jezuz-Krist a zo maro war ar groaz evit dasprenan an holl dud, o miret diouz an ifern ha digeri d’eze dorojou an nenv, da vihanan, ma vevont en gwir gristenien : an dra-ze eo myster Mab Doue maro war ar groaz evit hon dasprenan.

5° Pa varvfomp, hon ene divarvel en em gavo dirak Doue, a vezo barnet war ar mad ha war an droug he devo grêt, ha grêt d’ezi mont, herve he meritou, d’ar baradoz pe d’an ifern, elec’h ma chomo da virviken.

Eur c’hristen, evit bevan evel m’eo dleet, a dle gouzout ouspen, dindan envor :

1° Ar Bater, an Ave Maria, ar Gredo.

2° Gourc’hemennou Doue ha re an Iliz.

3° An aktou a fe, a esperanz, a garante, a gontrision.

4° Ar pez a zo red da anaout evit bezan barrek da glevet mat an oferen, d’ober eur govezion vat, d’ober eur gommunion vat.

5° Deveriou strisan ar stad a vue e ver enni.

6° An dever a zo da bedi, dreist-oll en dentasion.

Laket eta an treo-ze en ho sperejou. Arabad eo d’ac’h o ankouat gwech ebet ; grêt diouz ma zo merket enne. Ar re n’o gouezont ket, hag i gouest d’o gouzout, pe o anave heb o c’hredi, pe heb ober diouz ma zo merket enne, n’hallont ket bezan absolvet en lez-varn ar binijen, ha mont da zaoulinan ouz an dôl zantel, na mont d’ar baradoz !