Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Genver
47
sant hiler

brovidans Doue, levr ar Skritur-Zakr da gouezan etre e zaouarn. Eno e kavas an Doue a glaske. Anaout a reas ar wirione eus ar relijion gristen, ha hepdale, e bried, - hiviziken e c’hoar, - e verc’h Abra hag hen a oe badezet.

Abarz nemeur, e varvas eskob Poitiers, ha kristenien kêr, leun a zoujanz evit vertu ha deskadurez Hiler, a zibabas anezan da zerc’hel e blas. Hiler a souzas muian m’hallas, mes red e oe d’ezan senti ouz mouez ar gristenien. Eur wech eskob, e labouras gant aked da gelenn e bobl ; ne oa den ken helavar hag hen en e amzer. Lakat a reas e holl galon hag e holl spered da bellât diouz e eskopti hereziou an Arianed, stlabeet neuze etouez ar gristenien. An heretiked-ze, o vezan grêt eur c’honsil en kêr Beziers, Hiler a yeas di hag a ziskouezas d’eze frêz ne oa ket ar wirione gante. Kemer a rejont aon rak e zeskadurez, hag, evit kaout peuc’h dioutan, ec’h alijont an impalaer Konstanz da harlui anezan er Friji. Ar zant a zigemeras urz an impalaer gant joa, evel an Ebestel hag ar verzerien, p’o deveze eun dra bennak da c’houzanv evit Jezuz-Krist. Chom a reas pevar bla pell diouz e eskopti. Epad an amzer-ze, e skrivas war myster an Dreinded daouzek levr eus ar re gaeran. Tud ar vro a oa troet gant an Arianed, mes Hiler a gavas brao an tu da ziskouez d’eze e fazient, ha diazezan a reas en o zouez rouantelez Jezuz-Krist.

Pennou-bras an Arianed en em vodas en Konstantinopl. Hiler a skrivas d’an impalaer eul lizer evit goulenn bezan lezet da zisput oute. Mes an heretiked ne gredjont ket digemer e c’houlenn, hag evit kas anezan diwar o hent, e rojont da gredi d’an impalaer ne oa mat nemet da lakat freuz ha tabut en broiou ar zav-heol, hag e vije gwelloc’h lezel anezan da zistrei d’e eskopti. Kemer a reas hent ar gêr.

« Neuze Bro-C’hall a-bez, eme sant Jerom, a vriataas an hini an evoa bet an trec’h war an heretiked. »

Enor a veze grêt d’ezan en kement kêr ma tremene. Poitiers, dreist-oll, a reas d’ezan eun digemer dispar. « Pep-hini, eme Fortunat, a grede bezan adkavet e dad, ha zoken e vro, rak, e keit ha m’oa bet dianket Hiler, ar vro ne oa mui ar vro evit ar re a oa chomet enni, ken bras oa an dienez anezan. »

Eiz vla c’hoaz e c’houarnas e bobl. Goude bezan labouret da greski dre ar bed gloar Jezuz-Krist, e varvas, leun a veritou, er bla 366. Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a zisklerias e zantelez. Enoret eo bet a-viskoaz evel sant, hag er bla 1851, hon Tad Santel ar pab, Pi IX, a lakas anezan en renk Doktored an Iliz.