anter-hent etre Pavi ha Milan, en eur gêriaden he hano Binasko, e c’hanas Veronika, ar verc’h santel ec’h eomp da rei aman he bue, en berr gomzou. He zud n’o devoa, evit bevan, nemet ar pez a c’honezent diwar an tammik tiegez a oa gante. A drugare Doue, e oant pinvidikoc’h a vadou an ene eget a vadou an douar, ha Veronika a ziskouezas abred e ouie tennan freuz eus ar c’henteliou mat a gleve hag ar skoueriou mat a wele er gêr.
Dont a reas da vezan, dindan daoulagad he zad hag he mamm, eur plac’h yaouank fur ha barrek diouz kement tamm labour a ve, peurvuian, war-dro eun tiegez diwar ar mêz.
Ar c’hoant da ’n em rei holl da Zoue a ziwanas abred en he c’halon, hag a reas d’ezi, pa oa o ren he c’houezek vla, mont da skei war dor kouent Santez-Martha, en Milan. Mes dre ne ouie ket lenn, ne oe ket roët a zigemer d’ezi.
Ar plac’h yaouank ne fallgalonas ket. Dizrei a reas d’ar gêr ; war an de e rê he labouriou evel diagent, mes pa veze deut an noz, e chome pell amzer daoubleget war eur groazig-Doue, o klask dont a benn da anaout he lizerennou. Kaer he devoe poanial, ne zeskas netra. Neuze e pedas ar Werc’hez, ha Mamm Doue a lavaras d’ezi :
« N’eo ket ar boan d’it koll da amzer, ma merc’h, gant al lizerennou-ze. Desk bezan glan a galon, o pellât diouzit pep karante direiz ; desk bezan sioul a c’henou, o c’houzanv da nesan heb en em glemm kammed anezan ; desk bezan lemm a spered, o lakat da zonj bemde gant Pasion ma Mab Jezuz. Pa ouvei an ter lizeren-ze, e vi desket awalc’h. »
Adalek neuze, Veronika ne zellas ouz levr ebet ken ; he brasan aked a oa dizrei war an ter gentel a oa bet desket d’ezi gant ar Werc’hez Vari ha reizan, gwellan m’halle, he bue dioute.
Da naontek vla, e skoas ’vit an eil gwech war dor Santez-Martha hag e kavas digemer. Tri bla goude, e wiskas sae al leanezed, ha bezan a oe evit an holl eur skouer