Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/437

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Mezeven
437
sant bazil


Pevarzekvet devez a Vezeven


SANT BAZIL
Eskob ha Doktor (330-379)



Bazil a deuas er bed en Sezare, er C’happados, er bla 330. Doue en devoa roët d’e dad ha d’e vamm dek krouadur, pemp merc’h ha pemp mab ; Bazil oa ar c’hosan eus ar bôtred.

Troet a oe abred gant e dud war ar vue gristen, rak bezan e oant o-unan kristenien eus an dibab.

C’hoant o devoa da rei d’ezan eun deskadurez herve o stad, hag abalamour da ze e rejont d’ezan mont da skoliou brasan an amzer-ze, re Gonstantinopl ha re Athen. Da c’houec’h vla warn-ugent, grêt e studi gantan, Bazil a deuas da vezan mestr-skol en Sezare, hag a vodas endro d’ezan eun niver bras a skolaerien.

Eur pennadig, ar stad a veze grêt anezan a stagas e galon ouz treo ar bed. E vamm a welas kement-se buhan, hag a gomzas d’ezan gant anken ha gant nerz. Adalek neuze, en em roas a-grenn da Zoue. Gwerzan reas e vadou hag en em dennan, gant eun nebeut mignoned, pell diouz trouz ar bed, war lez ar stêr Iris.

Eno e rannas e amzer etre ar beden, studi ar Skritur-Zantel hag al labour-dorn. Er bla 364, e oe beleget gant Euzeb, arc’heskob Sezare, ha pa varvas heman, c’houec’h vla goude, e oe grêt d’ezan kemer e garg. Prest goude, an impalaer Valanz, gonezet gant an Arianed, a zigoras brezel d’ar re a zalc’he d’ar gwir fe.

Kas a reas Modestus da gaout Bazil, da glask e drei a-du gant Arius.

— Perak, eme Vodestus, ne fell ket d’ec’h senti ouz eun impalaer ken galloudus ?

— Abalamour, eme Vazil, ma impalaer-me hen difenn, ha muioc’h a c’halloud en deus evit hoc’h hini c’houi.

— Den ebet, betek hen, eme Vodestus, n’en deus komzet d’in gant kement a hardiegez.

N’ho peus ket eta, eme Vazil, kavet choaz eun eskob war hoc’h hent, rak anez, en dije komzet d’ec’h evel ma ran. En pep tra, pa n’eneber ket ouz ar wirione hag ouz Doue, ni, eskibien a zo didrous ha da gentan e vezomp o senti ; mes pa ve c’hoant d’hon lakat da nac’h ar gwir greden, neuze an impalaered, n’eus forz pegen galloudus