Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/436

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
13 Mezeven
sant anton a badou

re-man, ouz e glevet, a lakas o fenn er-mêz eus an dour d’e selaou gant ar brasan evez, ha n’en em dennjont nemet goude bezan bet e vennoz.

Komzou ar zant a zouge bepred ar brasan frouez ; ar bec’herien a zileze o bue fall, hag ar re vat a startae en o fe hag a ’n em roë d’an oberou a drugare. Jezuz, evit diskouez e kare e labour, a deuas eun devez d’e gambr, dindan stumm eur bugel, hag a gomzas outan evel ouz e vrasan mignon.

Brevet e gorf gant al labour hag ar binijen, kentoc’h eget gant an oad, rak n’en devoa c’hoaz nemet c’houec’h vla ha tregont, Anton a yeas, d’an 13 a vezeven 1231, da gerc’hat ar gurunen en devoa gonezet en nenv.

E gorf a oe sebeliet en Padou, hag er bla war-lerc’h, ar pab Gregor IX, war c’houlenn an holl, a lakas e hano war roll ar zent.

N’eus sant ebet ken brudet ha sant Anton ; hen anaout a rêr en pep lec’h, hag hen pedi a rêr, dreist-oll, evit kaout an treo dianket.

E deod a virer c’hoaz en Padou, fresk ha ru evel hini eun den beo.

————


KENTEL


An holl a bed


Pep-hini eus ar grouadurien m’eo laket an den da vestr warneze, en deus e yez hag e zoare da ganan, da veuli, da drugarekât, en eur ger, da bedi Doue.

An heol hag ar stered, en eur vont hag en eur zont, a skriv e hano, en lizerennou tân, war oabl an nenv.

An ezen-avel a nij dreist ar mêziou, ar waz-dour a red a-dreuz d’ar prajeier, goustadik ha sioulik, a gan e veuleudi ; al lapoused, e-touez glazvez ar c’hoajou, kerkent ha goulou-de, a embann e vadelez ; al lilien gant e bleuniou gwenn-kann, ar wenanen gant he diouaskel seiz, o deus pep-hini he doare d’e vinnigan ; boud spontus ar c’hoummou, trouz tregernus ar c’hurun, petra int i ken nemet notennou dishenvel eun ograou o c’hoari noz-de en e enor ?

Pep tra a bleg er bed-man da lezen ar beden ; pep tra, herve e c’halloud, a veul heb ehan an Otrou Doue, nemet an den, a-wechou, ne ra ket.

Al lapoused a gan
Meuleudi d’o C’hrouer ;
Me zo duoc’h eget eur vran,
Ma n’her meulan en pep amzer.