Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/431

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Mezeven
431
sant barnabas

Goude-ze ec’h ejont o-daou da brezek ar fe da Antioch. Eur bla pen-da-ben e chomjont er gêr vras-ze. Prezek a rejont gant kement a frouez ma c’honezjont eleiz a dud da Jezuz-Krist.

Goude bezan bet sakret eskob o-daou (44), ec’h ejont gant Yan Mark, eur c’henderv da Varnabas, da gas ar C’helou-Mat betek enezen Chypr ; dont a rejont a benn eus ar gouarner Sergius Paulus e-unan. Eus ar Chypr ec’h ejont da Berge ; Yan Mark ne c’hoantae ket mont pelloc’h hag a zisroas ac’hane da Jeruzalem ; eus a Berge ec’h ejont da Ikon, hag eus a Ikon da Lystr. Eno e parejont eun den ganet dall ; ar burzud-ze a zouezas kement ar baganed ma kemerjont aneze evit daou zoue, ha ma klaskjont lazan koleou en o enor ; mes hepdale en em gavas Judevien Ikon en Lystr, hag ar re-man a lakas Lystriz da vont en o eneb ; Pol a oe hanter-lazet a dôliou mein ; an de war-lerc’h e c’hallas kaout Barnabas hag e tizrojont da Antioch.

Er bla 51, e pignjont o-daou da Jeruzalem, evit en em glevet gant an ebestel-all.

Goude-ze en em zispartijont, rak Barnabas a c’hoantaas kas adarre gantan e genderv Yan Mark, ha Pol, o vezan m’hen c’have re bennadus, ne falvezas ket gantan e welet o vont d’e heul, hag a gemeras Silas da vont gantan.

Barnabas hag e genderv a yeas da enezen Chypr, elec’h ma labourjont gant aked da ziazezan ha da astenn rouantelez Jezuz-Krist, hag elec’h ma teuas ar verzerenti da rei d’eze ar c’hurunennou mein presius a skedo war o zâl epad an holl eternite.

————


KENTEL


Spered Doue ha sperejou eneb Doue


Barnabas a oa leun eus ar Spered-Glan. Ar Spered-Glan eo Spered Doue, hag ar spered-ze a zo eur spered a garante a ra d’imp karet hon nesan ha Doue da gentan ; eur spered a beuc’h, a ra d’imp gouzanv pep tra, hep rei hon unan netra da c’houzanv ; eur spered a c’hlanded, a ra d’imp tec’hel diouz kement hon dougfe d’an droug ; eur spered a humilite, a ra d’imp en em anaout evit ar pez mac’h omp ; eur spered a zentidigez, a ra d’imp plegan d’ar re o deus galloud warnomp.

Bezan ez eus ive tri seurt spered kontrol-beo da hini Doue ; spered ar bed, spered Satan ha spered ar c’hig. Spered ar bed a lak an den da glask ar gloar hag an enor ; spered Satan hen doug d’ar gasoni ha d’ar venjanz ; spered ar c’hig hen tro war ar skanvadurez ha war an hudurnez.

Gwelet pehini eus ar sperejou-ze a heuilhet ? Gwelet pehini aneze o fevar a zo ouz ho kouarn ? Pe hini Doue, pe hini Satan, pe hini ar bed, pe hini ar c’hig ?