Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Mezeven
421
sant glaoda

Goude bezan gouarnet e eskopti epad c’houec’h vla, e roas an dilez eus e garg hag en em dennas adarre en manati Sant-Oyand, elec’h ma varvas etre divrec’h e vreudeur, d’ar 6 a vezeven 699, en e drizekvet blavez ha pevar-ugent.

Pemp kant pevar bla ha hanter-kant goude, e oe digoret e ve ha kavet e gorf en e bez. Ar mirakl-ze hag eleiz a re-all a ziskouezas d’an dud ec’h aneveze an Otrou Doue e zantelez. Er bla 1249, e oe laket e relegou en eun arched dero, klêriet gant kleriou arc’hant, mein presius warneze.

Manati Sant-Oyand, adalek neuze, a gemeras an hano a vanati Sant-Glaoda, hag an hano-ze a oe roët ive d’ar gêr a zavas gant an amzer tro-war-dro d’ezan.

Eleiz a bardonerien, a bell zoken darn aneze, a deue d’en em erbedi ouz sant Glaoda.

Er bla 1742, dirak an ôtrou de Meallet de Fargues, kentan eskob Sant-Glaoda, e chalonied ha pennou-bras kêr, an arched dero arc’hantet a oe digoret, hag ar c’horf santel a oa bepred en e bez.

Er bla 1785, chalonied an iliz-veur a lakas ober eun arched arc’hant, gant gwer skler endro d’ezan, ma c’heljed gwelet dreze korf ar zant.

D’an 19 a vezeven 1794, an tensor-ze a oe laeret gant pôtred an dispac’h ; ar c’horf a oe laket a dammou ha devêt.

Pemp bla goude, eun tân-gwall spontus a zevas kêr Sant-Glaoda a-bez ; eun ti hepken n’en devoe droug ebet : hini eun den mat, e hano Calais, a oa bet roët chapeled sant Glaoda d’e wreg gant an dispac’herien, pa oant o vont da zevi ar relegou binniget.

————


KENTEL


Pell diouz an trouz


An heol eo roue ar mor dôn ; eno eo e weler anezan en e gaer netra ne vir ouz e vannou da gouezan war ar c’hoummou, na kêr na mene, na gwezen ; n’eus nemet mor ha mor bepred.

Doue a zo evit an ene en em dennet er sioulder, ar pez m’eo an heol evit sioulder ar mor dôn ; Doue eo e roue ; komz a ra d’ezan ; n’eus nemet ober dioutan.

Evit bezan tostoc’h da Zoue, ar zent brasan o deus karet bevan pell diouz an dud ; greomp evelte ; Doue a zo er sioulder, eno eo mont d’e glask ; eno eo hen c’havfomp.

An neb a gar bezan didrous, a oar en em ziskouez.
An neb a gar rei peuc’h, a oar komz.
An neb a gar deski, a oar kelenn.
An neb a gar senti, a oar gourc’hemenn.