Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/420

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
420
5 Mezeven
sant bonifas

» Rak ma c’hall an neb zo digor e zaoulagad tec’hel eur wech pe wech, diwar an hent eün ha sur, an darvoud-ze, da vihanan, a zigouezo, hep mar ebet, gant an neb a zo dall.

» Ha c’hoaz, ma n’eo ket mouget mat awalc’h en e ziabarz sklerijen ar fe, e vezo gallet dont a benn da blegan techou direiz e galon, mes mar deo diouiziek, ha dre-ze, dife ar spered, ouspen m’eo direiz ar galon, neuze n’eus pareans ebet ken, kouls lavaret, da c’hortoz evitan [1]. »




C’houec’hvet devez a Vezeven


SANT GLAODA
Arc’heskob Bezanson (608-699)



Glaoda a c’hanas en Bro-C’hall, en blaveziou kentan ar seizvet kantved. A vihanik oa troet da lenn ha da bedi. Tec’hel a rê dîouz an dud ha diouz al lec’hiou danjerus evit e ene.

D’e ugent vla oa chaloni eus iliz Bezanson. Studian reas neuze ar Skritur-Zakr gant kement a aked ma teuas da vezan gouiziek bras warnezi ha ma oe karget, dal ma oe beleget, da gelenn ar gloareged yaouank.

Epad ma pinvidikae e spered evit gallout kaout muioc’h a ze da rannan gant e skolêrien, e vire e gorf diouz kement a vije goest d’e zougen d’ar pec’hed. Ken reizet mat oa e skianchou gantan, ma ne dremene netra dreze hag a c’hallje strafuilhan e ene.

Yun a rê bemde, nemet da zul ha da ouel, hag e yun a oa ken striz, ma ne zebre tamm ken na veze deut an abarde.

Da dregont vla, abalamour ren eur vuez rustoc’h c’hoaz, ’n em dennas en manati Sant-Oyand.

Bezan e oe eno skouer an holl. Seiz vla goude, da varo an abad, e oe red d’ezan kemer e garg ; en e amzer, e vevas en Sant-Oyand eleiz a venec’h a oe enoret divezatoc’h evel sent.

Prezek a rê alïes ha gant nerz d’e venec’h, ha miret a read c’hoaz, en XIIet kantved, eur rolladen sermoniou grêt gantan.

Da varo sant Jervez, eskob Bezanson (685), e oe dibabet da vont en e blas. Adalek neuze, elec’h bihannât e binijennou hag e bedennou, o c’hreski eo a rê.

Prezek a rê alïes d’e veleien ha d’e bobl ; tennan rê ar siou fall eus kalonou ar bec’herien vrasan ; lakat a rê an techou mat da dôl frouez evit ar baradoz.

  1. Pi X. Lizer Acerbo nimis, 15 ebrel 1905.