Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/416

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416
4 Mezeven
sant fransez karaksiolo


Pevare devez a Vezeven


Sant Fransez Karaksiolo
(1563-1608)



Fransez, Askanio Karaksiolo dre e hano kentan, a oa ginidik eus a gêr Sancta-Maria, eus eul ligne uhel a rouantelez Napl. Abred e tiskouezas kaout eur garante vras evit ar Werc’hez, hag e tileze ar c’hoariou evit mont a-goste da lavaret e rozera. E zorn a veze bepred digor da rei aluzen d’ar paour, hag alïes e kave an dro da viret eun dra bennak eus e brejou da rei d’eze. E vamm, zoken, a renkas teuler evez warnan, rak kentoc’h eget lezel ar beorien hep tamm, e vije chomet e-unan. E c’hoant brasan oa derc’hel distlabe saë wenn e vadeziant, hag evit trec’hi war e blegiou fall e klaske bepred an tu da skwizan e gorf. N’oa ket awalc’h d’ezan diwall mat e ene, klask a rê ive, en pep doare, lakat an nesan d’ober eveltan.

D’an oad a zaou vla warn-ugent, e gorf a oe goloët a lorgnez, hag en eun tôl, ar c’hlenved euzus-ze a lakas anezan da goll nerz ha gened e yaouankiz. Elec’h en em jalan, e trugarekaas Doue da vezan diskouezet d’ezan pegen buhan e tremen madou ha koantiri ar bed, hag e roas e c’her d’en em westlan d’ezan, ma teuje adarre da gaout ar yec’hed. Doue ne c’hede nemet an dra-ze eus e beurz, ha kerkent ar zant a bareas. Derc’hel a reas d’e c’her, ha prest goude ec’h eas da Napl da studian ar skianchou sakr.

Daou vla goude e oe beleget. En em deuler a reas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dorfetourien kondanet d’ar maro.

Eun devez ma oa o pedi, e oe roët d’ezan eul lizer war e hano, eus abeurz e eontr Fabrisio Karaksiolo. E eontr e bede da vont d’e di d’en em glevet gantan ha gant eun all hanvet Adorno, evit sevel eun Urz neve a venec’h.

Mont a reas kerkent d’o c’haout. Ouz e welet, Fabrisio hag Adorno a oe souezet. N’eo ket d’ar zant, mes d’eur c’henderv d’ezan hag a zouge ar memes hano gantan eo e oa al lizer. Gwelet a rejont eno dorn Doue, hag en em dennjont o zri er-mêz eus kêr, evit klevet gwelloc’h mouez Doue er sioulder, ha kemer kuzul an eil digant egile diwar-benn ar reolen a dleent rei d’an Urz neve. Eur wech grêt ar reolen, Adorno hag Askanio a gemer hent Rom da zis-