zevel. Erfin, goude bezan bevet eno nao bla ha tregont, e varvas en peuc’h.
He c’horf a oe douget gant lid bras da Bariz, hag a oe sebeliet gant he bugale, ar rouaned Childeber ha Kloter, en kichen Klovis, he fried. Da zispac’h 1793, eskern ar rouane santel a oe devet ; dastumet a oe al ludu dioute hag hen miret a rêr eo iliz Sant-Loup ha Sant-Jili.
— Ar vugale a varv hep badeziant, daoust ha mont a refont d’ar baradoz ?
— Nan.
— N’o deus grêt droug ebet, koulskoude ?
— N’eo ket abalamour d’ar pez o deus grêt eo e vezo prennet doriou ar baradoz oute, mes abalamour d’ar pez n’o deus ket, hag a oa dleet e dije bet.
— Petra oa dleet o dije bet ?
— Bue ar c’hras.
— Petra eo bue ar c’hras ?
— Bue Doue e-unan, a ro gwir d’ar re o deus anezi da welet o zad eus an nenv, en e lez, tâl ouz tâl, evel m’eman.
— Hag ar vue-ze a zo bet kollet ?
— Ya ; dre o dizentidigez. Adam hag Eva o deus kollet ar vue-ze evite hag evit o bugale.
— Ha n’haller net he c’haout a-neve ?
— Eo, a drugare Doue, dre ar vadeziant.
— Petra eo eta bugale hep badeziant ?
— Krouadurien Doue, p’oa dleet e vijent bet e vugale.
— Petra zigoue gant ar vugale a varv a vihanik ?
— Ar pez a zigoue ganimp, pa skoomp war dor eur c’hastel. Diouz ma vezomp gwisket ha stummet, e ve grêt d’imp gwelet an ôtrou, pe gwelet e dreo hepken ; o welet liorzou ar c’hastel, hon deve plijadur ; muioc’h hon dije, koulskoude, o welet hag o klevet an ôtrou e-unan.
Ar vugale badezet a zo doareet ha gwisket kaer awalc’h evit gwelet an Otrou Doue ; nijal a refont a denn-askel eus o c’havel da lein an nenv ; ar re-all, avat, ha ne zougont ket saë wenn perlezennet o badeziant, ne welfont ket an Otrou Doue en e sked ; mes gwelet a refont anezan en e skeud ; hag ar pez a welfont hag ar pez a glevfont, en liorzou lirzin ar baradoz.
A rei d’o daoulagad
Ha d’o c’halon mil vad.
Ar zent hag an êle a deuio, marteze, war o zro ; laouen e vefont ; seder a vefont ; eürus e vefont ; er baradoz e vefont, hag er baradoz ne vefont ket, ha setu perak e lavarer a-wechou e vefont daonet. Gwelloc’h eo d’eze, koulskoude, bezan bet krouet eget ne vijent ket bet.
Tadou ha mammou, pedet eta evit m’o devo ho pugale gras ar vadeziant !