Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Mezeven
411
sant ronan

E gorf laket en eur c’har, daou ejen goue stag warnan, a oe digaset da zebelian da beniti koat Neved, a vezo hanvet hiviziken Lokronan.

Keban, pa welas ar c’har o tont, a grogas ar gounnar enni ; gant he golvaz e torras korn unan eus an ejenned hag e lôskas pep seurt malloziou war he enebour maro :

N’oa ket he genou peur-zerret,
Pa oe gant an douar lonket,
E-touez moged ha flammou tân,
El lec’h a c’halver Be Kehan.

Korf sant Ronan a oe sebeliet gant lid bras er peniti santelaet gant e bedennou hag e binijennou ; divezatoc’h, war-dro ar bla 1500, e oe savet eno eun iliz vras, unan eus ar re gaeran a weler en eskopti Kerne.

Bep c’houec’h vla, e rer, en Lokronan, ar prosesion hanvet an Tromeni, endro da goat Neved ; ter leo hent a zo d’ober ; dre bemp parouz e tremener ; eun hanter-devez bale evit ar pempzek hag ugent mil den a ve ouz e heul. Er bla 1905 eo bet grêt kentan Tromeni an XXet kantved.

————


KENTEL


Ar pennou fall


Tud a zo, sperejou diês, ha ne ouzont ket kemer an tu, na d’en em glevet gant ar re a zo endro d’eze, na d’en em glevet gante o-unan ; bepred emaint klemm klemm, bepred o flipata Per ha Pol ; reuzeudik int evel ar vein ; chachan reont ar c’har war o c’hein ; lakat a reont ar re-all da vezan er gwask abalamour d’eze. Truezus eo o doare ; red eo o gouzanv ha pedi evite ; rak bugale Doue int ive, daoust da bep tra.

Pa gomzas Doue evit ar wech kentan d’e zervijer bras Moyzez, e komzas d’ezan dre douez eur voden spern entanet, ha pa roas d’ezan tôlennou al Lezen, e roas aneze d’ezan diwar mene ar Sinaï goloët a goumoul hag a dan.

Ha Moyzez a dostae gant doujanz ouz al lec’hiou-ze, ne dleent koulskoude, diouz o gwelet, nemet ober aon ha strafuilh d’ezan.

Perak gant doujanz ?

Ar Skritur-Zakr hel lavar d’imp : « An Otrou a oa war lein ar Sinaï ; an Otrou a oa en kreiz ar voden entanet ! Dominus in eis, Dominus in Sina. Domimis in medio rubi. »

Evelse e tleomp ober d’hon nesan, d’ar re o defe sperejou diês ; ne dleomp ket chom heb o c’haret, rak skeudennou Doue int ; Doue a zo enno : Dominus in eis.