Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Mae
365
sant yan nepomusen

Eur beleg hag a zo chomet hep rei an absolven d’eur pec’her ordinal, hag a wel anezan o taoulinan goude-ze ouz an dôl zantel, n’hall ket e dremen hep rei d’ezan ar gommunion, rak n’haller tremen, heb o c’hommunian, nemet an dud a zo anavezet gant an holl evit bezan pec’herien vras.

Goude ma vefe galvet da vont d’al lez-varn, eur beleg a c’hell toui, ha lavaret ne anave netra, ma n’en deus anaoudegez eus ar pez a damaller d’an torfetour, nemet dre ar gador-govez. « Eun den, eme sant Thomas, ne ve galvet, da dest nemet evel den ; setu perak e c’hall disklerian ne anave netra, pa ne deu e anaoudegez d’ezan nemet evel kovezour, rak, evit, lavaret mat, ar pec’her n’eo ket ouz an den a zo dirakan eo ec’h anzav e bec’hejou, mes ouz Doue a wel en den-ze. »

Naontek kant vla zo, eman ar veleien oc’h azezan en lez-varniou ar binijen, ha biskoaz n’eus bet gwelet unan aneze o tizoloï eur govezion klevet gantan, testeni anat eman biz Doue o siellan muzellou ar govezored.

Kovezored zo bet merzeriet, mes n’eus ket bet gallet tennan komz ebet dioute.

Kovezored zo bet deut sod, mes biskoaz n’eus bet gallet klevet eur ger gante eus ar pez o deveze bet klevet er govezion.

Kovezored ’zo bet kouezet en fank ar pec’hed, mes biskoaz n’eus bet kavet unan da ziskuilh ar pez en deveze bet klevet er gador-govez.

Ar bec’herien eta a c’hall bezan dinec’h o tostât ouz Lez-varn ar Binijen ; kement ger a gouezo en skouarn ar beleg a goue en eur puns ha ne zavfont ken war c’horre.





Sant Brendan pe Brevalar
Abad (VIet kantved)


Hirie e rêr ive gouel sant Brendan, unan eus ar zent a zo brudet, kouls e-touez hon breudeur Tramor evel en hon bro ni.

Ganet e oe en Iverzon. Pa oe arru en oad, e treuzas ar mor hag e teuas da vanati Lankarvan, en Bro-Geumri, elec’h ma oe hanvet abad, abalamour d’e skiant ha d’e furnez. Hen eo a vadezas hag a gelennas sant Malo, en e skol brudet dre-oll, kouls hag a oe bet en he rôk hini sant Iltud.

Sant Malo o vezan kuitaet Breiz--Veur, sant Brendan a deuas d’e heul betek ôchou Breiz-Izel. Goude bezan tremenet eun nebeut miziou, e tizroas war e giz d'Iverzon. Tremen a reas dre enezen Jersey, ’lec’h ma zo c’hoaz eur porz mor hag eun iliz war e hano.

Digoueet en e vro, e varvas, da 93 vla, en eur manati hanvet Clueinfurt, hag a oa bet savet gantan.

Sant Brendan a zo patron meur a barouz eus hon bro, en o zouez Lanvellek ha Tregrom.