Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
16 Mae
sant yan nepomusen

prizon. Kas a reas tud eus e lez da lavaret d’ezan n’en devoa nemet rei e c’houlenn d’ezan evit kaout e frankiz.

« Biken ! emezan ; gwell eo ganin mervel eget ober eun hevelep sakrilach. »

Lôsket e oe koulskoude da vale, hag ar roue a ziskouezas kaout keun d’e dorfed hag hen pedas da leinan gantan. Goude ar pred, e kemeras ar beleg a-goste, ha dre gomzou flour ha promeseou kaer, e c’hoantaas e douelli :

— Kement a lavarfet, eme Wenseslas, a chomo etre c’houi ha me ; den n’hen gouvezo, ha rei a rin d’ac’h ar garg uhelan em rouantelez.

Koll a reas e boan hag e amzer.

— Ma ne gomzet ket, eme ar roue, e c’hellet gedal ar maro !

— Biken, prins, eme ar zant, ne roïn d’ac’h ho koulenn ! Gwell eo ganin senti ouz Doue eget senti ouz an dud.

Gant ar gounnar a oa ennan, Wenseslas a c’hourc’hemennas d’ar bourreo kregi en Yan ; astennet e oe en noaz war an douar ha rostet d’ezan e gosteiou. Ar rouanez, o vezan deut da c’houzout an torfed, a yeas d’en em strinkan da dreid ar roue hag a c’hallas ober, dre he fedennou, lezel ar merzer en peuc’h.

Wenseslas a glaskas, eur wech c’hoaz, digeri muzellou Yan : « Dibabet, emezan, etre komz pe mervel ! » Ar zant ne lavaras ger. Ar roue a c’hourc’hemennas e stlepel er stêr pa vije deut an noz. Sentet e oe outan, ha d’ar 16 a viz mae 1383, derc’hent ar Yaou-Bask, ar zant, e zaouarn hag e dreid liammet, a oe stlapet er Moldau. Doue a ’n em gargas da ziskuilh torfed Wenseslas, rak korf ar merzer a zavas war an dour hag eur sklerijen vras a lugernas endro d’ezan.

Sebeliet e oe gant enor. Tri-c’hant c’houec’h vla ha tregont goude, e oe digoret ar be ; ar c’hig a oa teûzet, an teod hepken a oa chomet fresk ha ru evel hini eun den beo.

————


KENTEL


Ar beleg er-mêz eus ar gador-govez


Sant Augustin a lavare : « Ar pez a ouzon dre ar govezion a ouzon nebeutoc’h eget ar pez n’ouzon tamm ebet. »

« N’eus netra, eme sant Ambroaz, ken goloet hag ar pez a zizoloer er gador-govez. »

Eur beleg hag a deu da c’houzout, dre ar govezion, eo laeret gant ar re a zo dindannan, pe gant ar re zo endro d’ezan, n’hall ket ’n em gemer diouz ze evit en em ziwall oute pe en em zizober aneze.

Eur beleg hag en deus kovesaet unan klanv, n’hall ket lavaret pe en deus roët an absolven d’ezan pe n’en deus ket.