Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338
7 Mae
sant stanislas


Seizvet devez a viz Mae


SANT STANISLAS
Eskob ha merzer (1030-1079)



Stanislas a c’hanas en Sezepanow, seiz leo diouz Krakovi, kêr-benn ar Pologn, d’ar 26 a viz gouere 1030. E dud a oa pinvidik bras hag a falvezas gante rei d’ezan eur gelennadurez diouz e renk. Kaset e oe d’ar skol da Gnesen ha da Bariz, kêriou bras an deskadurez en amzer-ze.

Da varo e dud, en em gavas mestr d’e beadra. Hen gwerzan hag hen rannan a reas etre ar beorien, evit bezan distag diouz pep tra hag êsoc’h a-ze d’ezan serviji an Otrou Doue.

Lampert Zula, eskob Krakovi, oc’h anaout e ouiziegez hag e zantelez, hen belegas hag hen hanvas chaloni en e iliz-veur.

Stanislas a oe er garg-ze skouer e genvreudeur. Kastizan rê e gorf dre ar binijen ; lenn a rê dalc’h-mat ar Skritur-Zantel ; aketus oa d’an ofis ; helavar oa da embann komzou Doue ; a bevar c’horn ar Pologn e teued da c’houlenn ali digantan.

Er bla 1072, da varo Lampert, e oe hanvet gant ar veleien ha gant ar bobl da gemer e blas. Ar Pologn a oa neuze en he fenn eur prins hag a lake brud fall war e lerc’h dre e oberou mezus, ha den ne grede gourdrouz anezan.

Stanislas a yeas d’e gaout hag a gomzas outan evel m’oa dleet.

— Ma ne zentet ket, eme an eskob kalonek, e vefet distaget diouz an Iliz !

Ar gourdrouz-ze a lakas Boleslas da vont en kounnar.

— Pa ne ouezer ket komz dereatoc’h evit ze d’eur roue, oar mat da vont da vesât al loened, mes ne oar ket mat da vont da eskob !

— Oh ! eme Stanislas, ken dinec’h ha tra, n’et ket da lakat kenver-ouz-kenver galloud an eskob ha galloud ar roue, rak ar c’hentan a zo d’an eil ar pez m’eo an heol d’al loar hag an aour d’ar plom !

Ar roue a oa trec’het ; klask a reas en em venji. Stanislas en devoa prenet eun tamm douar en Piotrawin digant eun den e hano Per. Paeet en devoa, dirak testou, nemet n’en devoa kuitans ebet. Per a oa maro ; ar roue a