Piou zo brudet evel Jezuz, kalvez yaouank Nazareth ? Piou zo karet eveltan ? Hag ar garante a zo evitan a zo seul souezusoc’h m’eo red en em gasaat an unan ha dougen ar groaz evit he c’haout. Piou zo kasaet eveltan ? Tud a zo hag a garfe e gaout etre o daouarn, evit e stagan adarre ouz ar groaz, hag o vezan ne gavont ket anezan, e reont brezel d’ar re a gred ennan, d’ar re a zent outan, d’ar re a gomz anezan.
Jezuz-Krist, mar deo karet ha kasaet war an douar evel mac’h eo, n’eo nemet abalamour m’eo Doue.
r bla 312, an impalaer Konstantin, den tuet war ar relijion gristen hep bezan kristen c’hoaz e-unan, a oa o vont da stourm ouz Maxanz, e enebour-touet, daoust d’ezan da vezan e vreur-kaer.
Eun devez goude kreiste, en Bro-C’hall, war a greder, eur groaz skedus a baras ’us d’an heol, gant ar geriou-man a-us d’ezi : Dre an dra-man e c’honezi.
Ar gwel-ze a lakas da estlammi an impalaer hag ar zoudarded a oa ouz e heul hag a oe test eveltan eus ar burzud. Klask a rê gouzout petra verke kement-se. En noz war-lerc’h, en eun hunvre, Jezuz-Krist a ’n em ziskouezas d’ezan hag a gemennas d’ezan ober eur banniel war skouer ar groaz skedus en devoa gwelet en nenv, hag a vije douget en penn an arme.
Konstautin a zentas. Lakat a reas ober eur banniel a oe lezhanvet Labarum, he zroad en kroaz, gant lizeren gentan hano ar C’hrist ’us d’ezi en eur gurunen aour.
D’an 28 a viz here, e trec’has war Maxanz, en kichen Pont Milvius ; en miz genver war-lerc’h, e rê eun embann en Milan (313) da rei d’an Iliz, goude eur stourmad hag a bade daou-c’hant hanter-kant vla a oa, al liberte hag ar madou a oa bet laeret diganti.
En penn rouantelez Rom, eus c’houec’h den a oa bet eur pennad, ne chome mui nemet daou : Konstantin, impalaer ar C’huz-heol, ha Lisinius, e vreur-kaer, impalaer ar Zav-heol ; re oa c’hoaz. Lisinius, evit ober an heg ouz Konstantin, a ’n em lakas da wall-gas ha da lazan ar gristenien. Brezel a zirollas ; Lisinius a oe trec’het, diskaret ha lazet (324). En doare-ze, Konstantin, ar c’hentan impa-