Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
1 Mae
sant philip ha sant jakob

keun da vezan kouezet enne, goude ne vefe nemet abalamour ma reont d’ezan koll ar baradoz ha mont d’an ifern.

Resteuler a ra, kalz pe nebeut, diouz ma ver tuet mat, ar boan dleet d’ar pec’hejou a ve bet ar pardon aneze.

Lemel a ra restachou ar pec’hed, da lavaret eo, tenvalijen ar spered ha kaleder ar galon a vir ouz an ene da nijal warzu Doue.

Rei a ra nerz da c’houzanv ar boan gant pasianted, da stourm ouz an tentasionou ha da vervel ervat.

Sikour a ra ar c’horf da barean, mar deo talvoudek kement-se evit an ene ; rei a ra ar yec’hed d’ar c’horf, ha nan ar vue, hag abalamour da ze, arabad gortoz ne vezo dizro ebet ken d’ar c’hlanvour, abarz rei d’ezan sakramant an Eoul Santel.


Treo da bourchas a-benn an Nouen


(1) Eur groaz, a ro ar beleg da bokat d’ar c’hlanvour.

(2) Dour binniget, da vinnigan an ti.

(3) Tammou stoup, da zec’han an eoul.

(4) Eun delien vara, eur banne dour hag eun torch d’ar beleg, da walc’hi ha da zec’han e zaouarn.

Eoul a ve laket war an daoulagad, war an diskouarn, war ar fronellou, war ar c’henou, war an daouarn ha war an treid, evit lemel holl roudou ar pec’hejou a zo êt en ene dreze.

Eoul a ve laket da zaoulagad ar c’hlanvour, ma c’hello gwelet dudiou ar bed-all ; d’e ziskouarn, ma c’hello klevet kan an Ele ; d’e fronellou, ma c’hello santout c’houez vat liorzou ar baradoz ; d’e c’henou, ma c’hello kanan an Hosannah a bado da viken ; d’e zaouarn, ma c’hello briata gwir bried an eneou ; d’e dreid, ma c’hello bale en lez an Otrou Doue.




Eil devez a viz Mae


SANT ATHANAS
Doktor eus an Iliz (297-373)



Kentan hano a gavomp en skridou kristen ar pevare kantved eo hini Athanas, a reas muioc’h gant e spered, evit kreski relijion Jezuz-Krist, evit Konstantin gant e holl c’halloud. Genel a reas en Alexandri, er bla 297, hag Alexandr, eskob ar ger-ze, hen savas en e lez hag a lakas Origen ha sant Anton d’e gelenn. Unan a reas anezan eun doktor ; o-daou e rejont anezan eur zant.

En amzer-ze (318), Arius, person eur barouz eus kêr Alexandri, a lavaras gaou en e gelennadurez war Jezuz-Krist. Evitan, Hon Zalver, elec’h bezan Mab da Zoue, ne oa nemet