nenv, e oe dibabet gant an Ebestel-all da chom da eskob en Jeruzalem. Eleiz a Judevien a lakas da anaout Jezuz evel Salver ar bed.
Karout a rê tremen gant nebeut a dra. Ne zebre tamm kig ha n’eve banne gwin ebet morse. Pedennou hirr a rê. Dre forz chom pell war bennou e zaoulin, e teuas ar c’hroc’hen warneze da vezan ken kalet ha hini eur c’hanval.
Er bla 51, an Ebestel a ’n em vodas en Jeruzalem, d’en em glevet diwar-benn al lezen goz, ne oa mui red heuilh he gourc’hemennou, hag al lezen neve a dlee bezan laket he-unan da ren hiviziken. Jakob a gomzas er c’honsil-ze ; diskouez a reas oa galvet an holl da heuilh al lezen neve hiviziken, ar Judevien kenkouls hag ar baganed ; koulskoude, evel evit sebelian gant enor al lezen goz, e c’houlennas ma vije lôsket ar Judevien badezet d’ober diouti c’hoaz eur pennad, war meur a dra.
Pa oe laket sant Pol er prizon, e c’hellas en em denn eus adre daouarn ar Judevien, o kas an afer da Rom. Ar re-man a oe ken kounnaret o welet an abostol bras o tiflipan eus adre o daouarn ma ’n em gemerjont ouz Jakob a stlapjont diwar c’horre an Templ war e benn d’an traou. E verzerenti a zigouezas er bla 62.
Kaeran tra zo chomet a zilerc’h sant Jakob eo al lizer skrivet gantan d’ar Judevien hag a zo komzet ennan eus an nouen :
« Ma zo unan klanv bennak en ho touez, eme ar zant, ra lakaio beleien an Iliz da zont d’e gaout, hag e pedfont warnan hag e lakfont eoul war e izili, en hano an Otrou.
» Ha peden ar fe a zalvo an den klanv hag an Otrou a dorro d’e boan, ha ma zo pec’hejou war e ene, e vefont lemet [1]. »
Konsil Trant a lavar : « Ma teu unan bennak da lavaret n’eo ket an nouen eur zakramant gwirion savet gant Jezuz-Krist, hon Otrou, hag embannet gant sant Jakob, mes hepken eul lid gourc’hemennet gant an Tadou pe savet gant an dud, ra vezo milliget ! »
An nouen eta a zo unan eus seiz sakramant an Iliz ; savet eo gant Mab Doue Hon Zalver Jezuz-Krist, evit ober vad da gorf ha da ene an den klanv.
An nouen a gresk en ene ar c’hlanvour gras ar zantelez.
Lemel a ra diwar e ene ar pec’hejou veniel, ha zoken, ar pec’hejou marvel en defe ankouaet anzav er govezion.
Ma n’hall ket ar c’hlanvour kovez, an eoul santel en deus galloud da lemel, zoken ar pec’hejou marvel, gant m’en devo ar pec’her
- ↑ Lizer sant Jakob, 14, 15et koublad.