Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
30 Ebrel
santez katel a zienn

runet e oe en Lyon, d’ar 14 a viz du 1305. Yan II, duk Breiz, hag a oa krog en penn marc’h ar pab neve d’ober tro kêr, goude lidou ar gurunedigez, a oe flastret dindan eur voger a gouezas gant ar bec’h tud a oa warni, hag a varvas daou zevez goude ; ar pab a oe diskaret diwar e aneval. Skeuden drist eus ar gaou a reas ive ouz galloud an Iliz ar pabed a bellaas o c’hêr diouz be sant Per. Pemp dustu [1], dre ma kavent e oa re a drouz en Rom, a vevas en Avignon. Koulskoude, kêriz Rom a glemme. Katel a deuas a benn da lakat Gregor XI (1370-1378) da zizrei da gêr goz ar pabed. Pôtred Floranz a glaskas miret outan ; 10.000 Breizad a deuas prim a benn aneze. Gregor o fardonas, hag er bla 1377 e oa digemeret gant ar Romaned en kreiz al levenez hag ar bleuniou.

Urban VI, an hini a azezas war Gador sant Per war-lerc’h Gregor XI, a c’halvas Katel davetan hag a c’houlennas meur a wech he ali. Arôk mervel, he devoe an dristidigez da welet Iliz Jezuz-Krist rannet en diou gostezen : darn a anaveze evit pab Urban VI ; darn-all, ha ne gavent ket Urban diouz o giz, o devoa hanvet eun all, Klemant VII. An diou gostezen-ze a dlee padout nao bla ha tregont.

Ma en dije Urban VI heuilhet prim awalc’h an aliou mat roët d’ezan gant Katel, n’eo ket lavaret e vije bet padet an dizunvaniez keit ha ma padas.

« Oh ! ma Doue, a lavare alïes ar verc’h santel, bruzunet ma eskern, mar karet, mes selaouet ar pedennou a gasan warzu ennoc’h evit ho Vikel ! »

Mervel a reas da dri bla ha tregont, d’an 29 a viz ebrel 1380. Pi II he lakas war roll ar zent, eur bla ha pevar-ugent hepken goude he maro (1461). Pi IX, d’an 13 a viz ebrel 1860, he hanvas da eil patronez Rom.

————


KENTEL


Dizro ar Pab


Sant Per, dibabet evit bezan penn an Iliz gant Hon Zalver Jezuz-Krist, a deuas da chom da Rom (42) hag a varvas eno (67). Eskibien Rom eta, hag i hepken, a zalc’h plas sant Per hag a vir e c’halloud.

Ar pab eo eskob Rom, hag en amzeriou trist m’en deus bet renket tec’hel ac’hane, e c’helle lavaret gant gwirione : « Rom n’eman mui en Rom : Rom a zo en he fez elec’h m’emaon o chom. »

Ar pab a zo e gêr en Rom ; eno eo den an holl, dre n’eman dindan den ebet ; eno, ar gristenien, n’eus forz eus pe vro e teuont, a ’n em gav holl er gêr, pa vezont en e di ; er-mêz eus a Rom, ar pab en deus doare da vezan den ar bobl a ro digemer d’ezan, hag e koll evelse eus e c’halloud.

  1. Klemant V (1305-1314) ; Yan XXII (1316-1334) ; Beneat XII (1334-1342) ; Klemant VI (1342-1352) ; Innosant VI (1352-1362).