Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/319

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 Ebrel
319
santez katel a zienn

ar zantelez. Da ugent vla, e oa deut ha ne veve nemet diwar bara, dour ha louzeier kri. War he c’horf e veze bepred eur gouriz reun, hag en em skourjezan a rê alïes betek ar gwad. Deut oa ha ne oa netra anezi nemet kroc’hen hag eskern. He c’horf, laket er stumm-ze, ne oa mui goest da viret outi da welet ha da vriata he fried muian-karet, Hon Zalver Jezuz-Krist.

Goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Dominik, ha gwiskan a reas dilhad an Urz-ze, ar zaë wenn, skeuden ar c’hlanded, hag ar vantel du, skeuden an humilite. An diaoul, koulskoude, a glaskas he stlejan en fank ar pec’hed ; lakat a reas diraki, epad meur a zevez, skeudennou divalo ; ar zantez a zizroë raktal he fenn, a bede a greiz he c’halon hag a anzave ouz Doue sempladurez ha paourente he ene : an toueller a dec’has hag Hon Zalver a ’n em ziskouezas d’ezi, stag ouz ar groaz.

— Pelec’h, eme Gatel, e oac’h, Otrou, epad ma oa sôtret ma spered gant ar skeudennou divalo-ze ?

— ’N ez kalon, ma merc’h, a lavaras Jezuz, hag e oa eun dudi evidon gwelet pegen start e talc’hes d’in epad ar stourmad-ze.

Seul-vui oa arru mat gant Doue ha seul-vui oa kasaet gant an drouk-spered. Eun devez, hag eleiz a dud a oa war al lec’h, e oe stlapet en eun tân bras. Mes n’he devoe droug ebet. Ar re a oa eno a chome sebezet : « Oh ! emezi, n’eo ket ar boan d’ac’h ober van. Al loen fall eo a zo o c’hoari e benn ! » He dudi oa tostât ouz tôl ar zakramant, ha bemde e kommunie. Testou o deus anzavet bezan gwelet an hosti sakr o tec’hel eus adre bizied ar beleg hag o nijal, anezi he-unan, war muzellou Katel daoulinet ouz an dôl zantel.

He flijadur oa ober aluzen, klask ar beorien mezus ha kas d’eze, dre guz, ar pez a c’helle o zikour en o ezommou. Hi, ha ne oa bet biskoaz en skol ebet, p’en em lakas da gelenn he c’henvroïz, war ali ar Spered-Santel, a lakas an holl mantret, ken uhel oa he gouiziegez. Eviti, hent ar zantelez oa karet Doue ha gouzanv abalamour d’ezan.

A bep tu e teued d’he selaou. En Sienn e oa trouz etre ar familhou brasan ; Katel o lakas d’en em glevet ha d’en em garet. Ar pez a rê he zristidigez oa gwelet an nebeut a emgleo a oa neuze war an douar : ar rouanteleziou ne rent nemet en em heskinat hag ar boblou en em zispenn.

Da varo Beneat XI, ar gardinaled, en em dastumet en Perouz, a zavas war Grador sant Per Bertrand de Got, arc’heskob Bourdel, a gemeras an hano a Glemant V. Ku-