Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
26 Ebrel
itron-varia ar c’huzul mat

c’hez, soublet he fenn etrezek ar Mabig Jezuz, a zo gant e zaou zorn o vriata e vamm gant teneredigez.

Ar gwel eus an dôlen-ze a zo awalc’h evit lakat an dud da garet ar Werc’hez, hag evit rei d’eze c’hoant da ren eur vue glan ha fur. An holl bardonerien gwitibunan hen anzav.

Loeiz Tosi, eun den speredek bras ha dornet kaer, d’an 11 a viz gouere 1747, a studias piz an dôlen hag a reas eun all diouti, gwellan ma c’hellas :

« N’eus ket bet gallet, na ne vezo ket, emezan, ober tôlen ebet henvel awalc’h ouz honnez, rak penn ar Werc’hez ha hini ar Mabig Jezuz a zo kement a c’hened hag a deneredigez warneze, ma renker lavaret int grêt gant eun êl, kentoc’h eget gant eun den. Liouiou an dôlen a zo ken brao ma tleont dont kentoc’h eus an nenv eget eus an douar. »

Eun dra-all zo c’hoaz, burzudusoc’h marteze, a welas Loeiz Tosi, er bla 1747, hag a bad bepred : An dôlen-ze a chom ouz ar voger, hep stag na harp en nep lec’h, er plas he devoa kemeret d’ar 25 a viz ebrel 1467.

Pi IX a oa devot bras da Itron-Varia ar C’huzul mat, hag er bla 1864 ec’h eas da bardonan daveti. Us d’e dôl-labour en devoa eun dôlen grêt diouz hini Genazzano.

Pi X eo en deus grêt lakat el litaniou al lezhan Mater boni Consilii.

————


KENTEL


Ar c’huzul mat


Ar pez a goll ar muian an den war an douar-man eo an ourgouilh. Kredi ra d’ezan bezan barrek awalc’h d’en em denn, ha koulskoude ne oar, anezan e-unan. dont a benn eus a netra, kouls lavaret.

Ezom en deus kuzul.

Ar c’huzul a zo eun ali roët d’eun all da zeski d’ezan an doare da zibunan eur guden luiet.

Mat eo rei kuzul ; eur ger a-wechou a zo trawalc’h evit miret ouz eun all da gouezan er gaou.

Ez eo rei kuzul ; evel a lavare ar re goz :

Ali ha holen
A roër d’an neb a c’houlenn.

Tenn eo, avat, goulenn kuzul, rak dre eno ec’h anzaver ne ver ket barrek awalc’h d’en em denn an unan.

Red eo, koulskoude, goulenn kuzul, pa vezer war var, ar pez a digouez gant an holl, gwech pe wech, ha goulenn kuzul digant unan hag a zo goest da guzulian ervat, rak an darn vrasan eus an drougou a zigouez abalamour ne gemerer ket a guzul, pe abalamour ar c’huzul kemeret a zo fall.

Eur c’huzulier mat, n’eus netra talvoudekoc’h.

Eur c’huzulier fall, n’eus netra gwasoc’h, rak, eme Jezuz-Krist, ma teu eun den dall da ren eun dall-all, e kouezfont o-daou en doufle.