Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Ebrel
309
itron-varia ar c’huzul mat

chom er chapel neve-ze. » En miz ebrel 1467, al labour a oa peurc’hrêt, ha Petruccia a c’hede ar mirakl a oa prometet d’ezi gant ar Werc’hez.

D’ar 25 a viz ebrel, eur zadorn, de ouel sant Mark, e oa gouel ha foar en Genazzano. Eleiz a dud a oa deuet en kêr. Diouz an abarde, eur sklerijen vras a darzas en eun tôl ; en nenv, moueziou êle a ganas, ha tôlen ar Werc’hez, douget war eur goumoulen, a yeas d’en em lakat ouz moger ar chapel neve, en tu an hent bras. Kerkent, ar c’hleier a zonas aneze o-unan ; ar bobl strafuilhet a baouezas gant e varc’hajou hag e c’hoariou, hag a deuas da zaoulinan dirak an dôlen zantel.

Gwerc’hez an dôlen a reas eur mousc’hoarz tener, evel evit saludi he fobl neve. Pa weljod ar burzud-ze, an daerou a ziredas puilh eus daoulagad an holl, hag eur youc’haden skiltrus, youc’haden a veuleudi, a lakas kêr Genazzano da dregarni.

An de war-lerc’h e oa ar zul : ruiou ha plasennou kêr a oa re vihan diouz ar bardonerien a zirede heb ehan ; ar re gosan a oa war an douar n’o devoa biskoaz gwelet kemend-all a dud [1].

Tôlen Itron-Varia ar C’huzul mat n’eo ket bras : 45 santimetr a hed war 38 a lec’hed. Gwelet a rêr enni ar Wer-

  1. Tôlen Itron-Varia ar C’huzul mat, douget da Genazzano, a oa, pell a oa, en Skutari, en Albani. Hogen, er mare-ze, dre ma tostae an Durked, tud Albani a dec’he ; daou vignon, Giorgi ha Sklavis, o welet an darvoudou skrijus a skoe o bro, a deue alïes da bedi Itron-Varia ar C’huzul mat.
    Eun devez e oe roët d’eze da anaout e oa an dôlen zantel o vont da vezan douget en tu-all d’ar mor, d’eur vro gwelloc’h hag etouez eur bobl kristenoc’h. Ar Werc’hez a c’hourc’hemenne d’eze, er memes amzer, mont da heul he zôlen.
    Eun nebent deveziou divezatoc’h, a greiz ma oant o pedi, e weljont eur goumoulen wcnn o tibradan skeuden Mamm Doue hag o tougen anezi etrezek ar c’huz-heol.
    Mont a rejont d’he heul. Treuzi rejont ar mor Adriatik war o zroad, evel sant Per gwechall, pac’h eas warzu ar vag oa enni Jezuz-Krist. Ar goumoulenn wenn a zervije da zisheolen d’eze en de ha da c’holaouen en noz. P’en em gavjont war-dro Rom, e kolljont ar gwel eus o zôlen vinniget hag e oent doaniet bras.
    Erfin. tud o tont eus Genazzano a roas hano d’eze eus o zenzor, hag a lavaras e oa en em gavet eno ar pez a glaskent, hag e yac’hae ar c’horfou hag an eneou.
    Giorgi ha Sklavis, pa glevjont ar c’helou mat-se, a ankouaas o glac’har hag a nijas warzu Genazzano. En em gavet eno, e stoujont dirak skeuden o Mamm vat hag e leverjont en devoa an dôlen zantel kuitaet an Albani, abalamour da bec’hejou ar vro-ze.
    Albaniz-all, kemeret gante hent an harlu arôk Giorgi ha Sklavis, a anavezas mat ive Gwerc’hez Skutari. An daou-man a chomas goude-ze en Genazzano, elec’h m’eman c’hoaz tiegez Giorgi.