Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Genver
31
sant lusian

bezan en kalonou tud a zo. Eur pez koat a oe digaset, pevar doull ennan. Grêt e oe d’ar merzer lakat e dreid, betek pennou e zaoulin, en daou doull krec’h ; goude-ze e oent pleget, evit ober d’eze tremen dre an toullou traou. E zaouarn a oe staget, ’ us d’e benn, ouz eur pez koat-all, en hevelep doare ma n’halle, eur wech gourvezet, mont en tu ebet. Grêt e oe d’ezan, erfin, eur gwele gant gwer ha podou torret hag astennet e oe warnezan.

Daouzek devez bennak e oe lezet evelse, mac’hagnet, en noaz ha hep tamm.

Beb an amzer, e teued da ginnig d’ezan kig bet servijet d’an idolou ; mes ar beleg kalonek a oa mil gwech gwelloc’h gantan mervel evit tanva ar c’hig-se.

Koulskoude, gouel ar Rouane a dostae, hag ar gristenien o devoa c’hoant d’e welet oc’h oferennan dirake, eur wech c’hoaz. Lavaret e reas d’eze o dije o goulenn : « Ma feultrin, emezan, a vezo an ôter, ha c’houi, bodet endro d’in, a reio an iliz. »

Digaset e oe ar bara hag ar gwin war varlen ar beleg santel, ha goude bezan oferennet er stumm-ze, e lakas rei ar gomunion da gement a oa war e dro.

A drugare Doue, n’en em gavas pagan ebet da gouezan warneze, epad al lidou sakr, ha d’o harz da vezan achuet. An de war lerc’h, an impalaer a gasas unan da welet ha maro e oa ar merzer. Heman, kerkent ha ma welas an den-ze o tostât outan, a huchas, krenvan m’helle :

— Me zo kristen !

— Eus pesort bro out ? eme ar bourreo.

— Me zo kristen ! eme Lusian.

— Pesort micher a teus ?

— Me zo kristen !

— Piou eo da dud ?

— Me zo kristen !

Hag o lavaret ar ger-ze, e roas e ene da Zoue, ar 7 a viz genver 312.

————


KENTEL


Ar c’hristen mat


Sant Lusian a roas gant e gorf mac’hagnet eun ôter veo d’Hon Zalver Jezuz-Krist da ziskenn warnezi. Setu aze eun den hag an evoa goneet an enor da zougen an hano a gristen. Setu aze eur c’hristen, da lavaret eo, eun den badezet, a gred kelennadurez Jezuz-Krist, a stumm e vue diouti, hag a skuilh e wad, diouz red, da anzav he gwirione.

Petra omp-ni, en kichen-ze ?