Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
7 Genver
sant lusian


Seizvet devez a viz Genver


SANT LUSIAN
Beleg ha merzer (***-312)



Ar zant-man a oa ginidik eus ar Sirii. E dud a oa kristenien vat hag a gemeras preder d’e zevel en doujans Doue ha da rei d’ezan eur gelennadurez kristen.

N’en devoa nemet daouzek vla, pa gollas e dad hag e vamm. Kerkent, en em dennas en ti eun den brudet dre e ouiziegez, Maker e hano, hag a rê skol war ar Skritur-Zakr, en kêr Edes.

Lusian a c’honeas kement gant ar c’henteliou a glevas eno, m’en em lakas, adalek neuze, da ren eur vue striz ha reizet mat. Bevan rê diwar bara sec’h ha gwriziou louzou, ha n’eus forz pegen kalet e vije ar goanv, ne dostae gwech ebet ouz an tân.

Beleget e oe en Antioch, ha dustu goude, en em lakas da gelenn ar yaouankiz war skianchou ar bed ha war ar skianchou sakr. Digeri e reas eur skol ’vit an neb a gare dont enni. Evit gallout rei, ouspen aluzen ar spered, hini ar c’horf, e teskas skrivan ken brao, ma c’honeze gant e skrituriou peadra awalc’h evit e ezommou e-unan ha re ar beorien a deue d’e gât. Trei a reas ive ar Skritur-Zakr eus an hebreu en gregach ; al labour-ze a oa gwell istimet er zav-heol hag a zervijas da zant Jerom.

An impalaer Maximin a embannas a-neve an urziou striz a oa bet douget gant an impalaered-all, en e rôk, eneb ar gristenien. Lusian a deuas da c’houzout e oad o klask an tu da gregi warnezan ; hag hen o redek d’en em goach war ar mêz. En kement-ze, ne rê nemet heuilh gourc’hemen Hon Zalver : « Pa vefet gwall-gaset gant an dud en eur gêr, tec’het en eun all. »

Mes eur c’hristen, nac’het gantan e fe, a ziskuilhas anezan hag e oe chadennet raktal ha kaset da Nikomedi.

An impalaer Maximin, o vezan grêt e zigas dirakan, a glaskas, dre gaer ha dre heg, lakat anezan d’adori an doueou fôz.

Koll a reas e amzer, ha, pa garas, e kasas adarre e brizonier d’ar prizon. Neuze e reas e verzerian en eun doare skrijus hag a ziskoue d’imp pebez mor a fallagriez a c’hall