Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
24 Ebrel
al laer dehou

III. — Gwellan ’zo, eus islonk ar reuz e kouezer en islonk an drugare. Kalon an Otrou Doue a zo troet bepred warzu e vugale eo an truesan o doare ; ouz eur gammed a reont etrezek d’ezan, e ra kant da vont etrezek d’eze.

Diskouez a ra e c’halloud war an douar-man, e justis, e furnez, mes diskouez a ra, dreist-oll, e drugare.

Hen eo ar Pastor mat, a red da glask an danvad dianket, ha p’en deus e gavet, a zoug anezan war e skoa da zont d’ar gêr.

Hen eo Tad ar mab prodig, n’eus peuc’h ebet ken na wel e vab dizro, ha kemeret gantan ar renk en devoa, arôk m’oa êt eus ar gêr !

Hen eo an Hini a lavare ’ zo muioc’h a levenez en nenv, pa weler eur pec’her o tizrei war an hent mat, evit pa weler naontek ha pevar-ugent o terc’hel war an hent-se.

Hen eo an Hini a lake al laer deou da gentan war roll ar zent. Goude kemend-all a desteniou, piou a c’hellfe kaout aon da chom heb e bardon ! Abyssus abyssun invocat ; eus an eil islonk e kouezer en egile ; eus islonk ar pec’hed e kouezer en islonk ar reuz ; hag eus islonk ar reuz, en islonk an drugare !




Pempvet devez warn-ugent a viz Ebrel


SANT MARK
Avieler, kentan eskob Alexandri



Mark oa diskib muian-karet sant Per. Heuilh a reas e vestr eus a Jeruzalem da Antioch hag eus Antioch da Rom, ha dindan e lagad e skrivas bue Hon Zalver Jezuz-Krist. Pec’hed prins an Ebestel a zo hano anezan ebarz, ha zoken, sant Mark a zispak frêsoc’h mank sant Per evit ne ra sant Vaze, testeni anat n’eo ket paouezet an daerou da gouezan c’hoaz eus daoulagad an abostol, abaoue m’en deus nac’het e vestr, en porz Kaïphas.

Sant Mark eo en deus digaset betek ennomp, hag hen e-unan, meuleudi an intanvez paour a lakas he frof en kef an Templ ; drezan hepken ive eo ec’h ouzomp en em ziskouezas Jezuz d’an daou ziskib a oa o vont d’Emmaüs.

Pa oe echu e labour gant an avieler, Per hen binnigas. An ilizou a zigemeras laouen an eil skrid war bue hon Zalver, ha hano Mark a oe brudet dre ar bed holl.

Alexandri a oa neuze, goude Rom hag Antioch, ar gêr vrasan eus ar bed. Mark a yeas da brezek ar fe d’an Ejipt, ha Per hen sakras da eskob Alexandri. Ar gêr-ze oa kêr