Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 Ebrel
305
al laer dehou

Doue hag a zav anezan en e zav en tri devez, en em zalv da unan ’ta ! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz ! »

Pennou-bras Jeruzalem a youc’he war eun ton gwapaüs : « Salvet en deus ar re-all, ha n’eo ket goest d’en em zalvi e-unan. Mar deo ar C’hrist, roue Israël, ra ziskenno eta eus ar groaz, ha neuze ni a gredo ennan. »

Ar zoudarded o-unan, goude bezan rannet etreze e zilhad, a c’hoarze gantan c’hoaz : « Mar dout roue ar Judevien, emeze, en em denn eus al lec’h-ze. » Hag e kinnigent d’ezan ar myrrwin ne oa ket bet falvezet gantan evan.

Eus an daou laer, unan, da vihanan, a veskas al leou-douet gant re ar bobl : « Mar dout ar C’hrist, emezan en em zalv ha salv ac’hanomp ganit ! »

Ha Jezuz ne lavare ger.

Ar sioulded-ze hag ar beden en devoa grêt evit e vourrevien hag a denereas kalon al laer deou, a skandalas al laer kle : « Te, emezan, n’az peus aon ebet rak Doue, war digare m’out kondaonet d’ar maro ! Ni, ne c’hoarve ganimp nemet ar pez a zo dleet, mes heman n’en deus grêt drou-ebet. »

Hag e lavare, gant eur vouez glac’haret, abalamour d ar vue fall en devoa renet hag abalamour d’ar maro estlammus a laked Jezuz da c’houzanv : « Otrou, ho pezet sonj ac’hanon, pa vefet digouezet en ho rouantelez ! »

Ha Mab Doue a respontas : « En gwirione, m’hen lavar dit ; hirie, zoken, e vezi ganin er baradoz. » Rouantelez Jezuz-Krist a zo eta o vont da zigeri ; eun heur-all bennak c’hoaz, hag ar maro o dougo, an eil hag egile, da vro an erusted.

En eun hunvre, al laer a zo grêt eur zant anezan ha laer betek penn, herve ger koant sant Augustin, en deus gouezet kaout au tu da laerez, zoken, ar baradoz.

————


KENTEL


Eus an eil islonk [1] en egile


I. — Kouezan reomp en islonk ar pec’hejou : pec’hejou eneb Doue ; pec’hejou eneb d’hon nesan ; pec’hejou eneb d’imp hon unan ; pec’hejou hon yaouankiz ; pec’hejou hon oad gwellan ; pec’hejou hon c’hozni.

IL — Eus islonk ar pec’hejou e kouezomp en islonk ar reuz. Ar pec’her eo an den ar muian reuzeudik a zo war an douar ; n’eus nemet eun neuden o viret outan da gouezan war e benn en ifern ; debret eo e spered ; krignet eo e galon ; dizec’han ’ra war e dreid.

  1. Islonk, abîme, en galleg.