Petra eo an dilez-ze c’hoaz, koulskoude, en kichen an hini a ra Doue eus an den ?
Pec’hi a zo trei kein da Zoue evit mont da glask er grouadurien ar blijadur difennet. Dleet eo eta, evit lakat ar pec’her da baean e zle, e trofe Doue kein d’ezan, d’e dro.
Epad ma ve danve, enor, yec’hed, pep tra eus ar pez a ra an eürusted diavêz. ar pec’her, er bed-man, a ra nebeut a van eus Doue.
An danve, ar madou, loened er c’hreier, peziou alaouret en armel, setu aze an doueou. Ar gwir Doue a rêr nebeut a van anezan.
Mes eun devez a deuïo hag e vezo red d’ar pec’her, evel d’ar re-all, tremen ; mervel a reio, marteze hirie, marteze varc’hoaz, arôk nemeur, n’eus forz penôs.
Petra gaso gantan, en tu-all d’ar bed-man ?
Netra ! netra !
En tu-all d’ar bed-man, en em gavo paour-noaz, e-unanik dirak Doue : Doue hag hen, hen ha Doue. Neuze, pa welo Doue, epad ar vunuten-ze a gemero d’e varn, pa welo e c’hened, e vadelez, e zantelez, e savo c’hoant gantan d’en em deuler etre e zivrec’h.
Ha Doue a yelo war e giz, ha Doue hen dilezo ! Hen dilezet en devoa er bed-man, Doue hen dilezo er bed-all !
Neuze, d’e dro, ar pec’her paour a dôlo eur youc’haden spontus, ha respont ebet n’en devo, eus tu ebet : doriou an ifern a vezo prennet warnezan !
Jezuz-Krist war ar groaz, goude bezan gouzanvet, eus peurz an dud, kement a c’heller da c’houzanv, a zo bet falvezet gantan gouzanv, eus peurz Doue, ar boan vrasan a c’heller da c’houzanv. Hag abalamour ma talc’he plas ar bec’herien, daoust d’ezan da vezan dinam, en deus gouzanvet poan an disparti diouz Doue, hag ar boan-ze a oe ive an divezan. Kerkent e lavaras ar gomz-man : « Consummatum est : Peurc’hrêt eo pep tra. » Doue a zo digollet, an dud a zo pardonet, grêt am eus ar pez am oa d’ober. Hag e lavaras e c’her divezan : « Ma Doue, etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene. » Hag o vezan soublet e benn, e tennas e huanad divezan : et inclinato capite, emisit spiritum.
Kerkent, an douar a grenas, pallen an Templ a zaou-hanteras, eun denvalijen euzus a c’holoas an douar hag a reas d’ezan kemer e vantel-du d’ober kanv d’ar Zalver, pa ne fell d’an dud hen ober.
O Krist binniget ! O Jezuz, ho ped true ouzomp ! A bep tu d’imp ’zo tud ha ne gredont ket ennoc’h ; grêt d’eze kredi ; ha n’ho karont ket ; grêt d’eze ho karet ! Meur a hini hag a gred ennoc’h, ne reizont ket mat awalc’h o bue war o c’hreden ; briz-kristenien n’int ken ; grêt d’eze bezan kristenien vat ; grêt ma vefomp d’ac’h en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad gwellan, en hon c’hozni ; grêt ma vefomp d’ac’h en ti hag er-mêz, en de hag en noz, bepred ha bemde, mac’h allfomp mont
Gant alc’houe ho kroaz sakr, d’ar baradoz, ho ti,
D’ho kwelet da viken, d’ho karet, d’ho meuli !